Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —

o veza casset an holl er meaz, a gemeras ganthan tad ha mamm ar plac’h yaouank hag an diskiblien hen heulie. Erruet el leac’h m’edo astennet ar plac’h yaouank, e kemeras he dorn hag e lavaras d’ezhi : « Talitha cumi ! » Ar pez a zinifi : « Plac’h yaouank, sao ! » Kerkent ene ar verc’h a zistroas ennhi, hag e savas, hag ec’h en em lakeas da vale. Jesus a c’hourc’hemennas rei boued d’ezhi. He c’herent a oue souezet bras, hag e kemennas stard d’ezho arabat lavaret ger da zen. Mes ar vrud a en em skignas dre ar vro-ze a bez.


————