Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

varzu ar foul hag a lavaras : « Piou hen deus touchet ouz va guiskamant ? » Evel ma nac’he an holl, Per hag an diskiblien a ioa ganthan a lavaras : « Mestr, an dud a voask hag a ziez ac’hanoc’h, ha c’houi ’ lavar : piou hen deus touchet ouzin ? » — « Unan bennag hen deus touchet ouzin, eme Jesus, rag santet em eus eun nerz o vont ac’hanon. » Hag e claske gant he zaoulagad en dro d’ezhan an hini hen doa touchet outhan. Ar vaouez, o velet oa dizoloet hag o c’houzout ar pez a ioa c’hoarvezet ennhi, a deuas en eur grena gant ar spont da stoui dirazhan hag a lavaras d’ezhan ar virionez penn da benn. Dirag ar bobl a bez e tisclerias perag he doa touchet outhan ha penaoz oa bet pareet var an heur. Jesus a lavaras d’ezhi : « Bez fizians, va merc’h, da feiz hen deus da zaveteet ; kea e peoc’h ha bez pare deuz da zroug. »

Jesus a gomze c’hoaz pa deuas unan bennag euz ti penn ar synagog da lavaret da heman : « Da verc’h a zo maro ; perag tregassi ken ar mestr ? Lez anezhan e peoc’h. » Jesus, o veza clevet an dra-ze, a lavaras da dad ar plac’h yaouank : « Na gemer ket aon ; cred ebken hag e vezo saveteet. »

Ne lezas da heul anezhan nemet Per, Jakes ha Iann, breur Jakes. Pa zigouezjont en ti, Jesus a velas sonerien fleit hag eur foul trubuillet ; holl e lenvent hag ec’h hirvoudent. Jesus a lavaras d’ezho : « Perag e strafillit hag e vouelit ? Ar verc’h n’eo ket maro, mes cousket. » Hag an dud-se a rea goap anezhan abalamour ma c’houient oa maro. Mes Jesus,