(S. Vaze, IX, 18-26 ; S. Marc, V, 21-43 ; S. Lucas, VIll, 40-56).
Jesus a dreuzas adarre al lenn er vag, ha pa
zistroas, ar foul niverus a ioa ouz he c’hortoz
var ribl ar mor a ziredas d’he zigemeret.
Epad ma comze outho, e teuas eun den, hanvet
Jaïr, hag a ioa e penn eur synagog. Ouz he
velet e stouas d’he dreid hag e pede stard
anezhan da zont d’he di, abalamour he verc’h
unic, oajet a zaouzeg vloaz, a ioa toc’hor. « Va
merc’h, emezhan, a zo dare da vervel ; deuit,
lakit ho torn varnhi evit ma pareo ha ma
vevo. » Jesus a zavas hag a ieas ganthan,
heuliet gant he ziskiblien hag eur foul vras
a voaske anezhan.
Hogen, bez’ ez oa eur vaouez clanv gant an divoada abaoue daouzeg vloaz. Calz he doa gouzanvet a berz meur a louzaouer, ha dispignet oa ganthi he holl feadra, eb beza guelloc’h. Den ne c’helle he farea, hag ar c’hlenved a iea var voassaat. Pa glevas hano deuz Jesus, e teuas er foul, e tosteas a ziadrenv hag e touchas ouz frezilloun he viskamant. Rag lavaret a rea ennhi he-unan : « Ma touchan ebken ouz he viskamant, e vezin pare. » Ractal an divoada a ehanas hag e santas en he c’horf oa pare deuz he droug.
Er memez amzer Jesus, oc’h anaout ennhan he-unan ez oa eat eun nerz anezhan, a droas