Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

kuit, emezho, hon lezit da vont er perc’hel. » Jesus a lezas anezho dioc’h-tu : « It, emezhan. » Ar sperejou hudur a ieas kuit evit mont er perc’hel. Kerkent ar vanden a bez, hag a ioa daou vil anezhi, a en em strinkas gant herr var he fenn er mor, hag e varvjont en dour.

O velet an dra-ze, an diouallerien a dec’has hag a embannas e kear ha var ar meaz an holl draou-ze, hag ar pez a ioa tremenet divar benn an dud a ioa bet kemeret gant an diaoulou. Keriz a deuas da velet ar pez a ioa c’hoarvezet. Digouezet gant Jesus, e veljont unan deuz ar re a ioa bet iskinet gant an diaoul azezet e-harz he dreid, guisket ha mad he spered. Aon a grogas ennho ; hag an testou a lavaras d’ezho penaoz an den kemeret a ioa bet dilivret hag ar pez a ioa c’hoarvezet gant ar perc’hel. Holl dud Jerasa a en em lakeas neuze da bedi Jesus ma pellaje dioutho, abalamour m’oant dalc’het gant eur spont bras.

Evel Jesus a bigne er vag evit distrei, an den a ioa bet goasket gant an diaoul a c’houlennas diganthan chom en he gompagnunez. Jesus n’her c’hemeras ket, mes lavaret a reas dezhan : « Distro d’ar gear da gaout da re ha lavar d’ezho kement hen deus great Doue evidot, gant truez ouzid. Mont a reas kuit hag ec’h en em lakeas da brezeg e kear a bez hag en Decapol kement hen doa great Jesus evithan, hag an holl a ioa estlammet.