Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
− X −

n’ho deus nac’het hen doa Jesus discleriet ez oa Mab Doue hag hen doa great burzudou bras epad he vuez. Pell dioc’h eno. Unan deuz ho scrivagnerien, hanvet Joseph, hag a ioa ganet tri bloaz goude maro Hor Zalver (37-96), a verk en he scridou hen deus Jesus great ar miraclou ar souezussa, e varvas var ar groaz e amzer Pons-Pilat hag ec’h en em ziscuezas beo a benn tri devez.

Ne c’heller ket compren kenneubeut e vije eat an avielerien da douelli an dud. Rag petra dlie dont varlerc’h eun hevelep touellerez ? Netra nemet dismegans ha cassoni ar bed, eur goall-vuez hag ar maro. Hag evit guir, holl int bet iskinet ha lod anezho ho deus gouzanvet ar verzerenti abalamour d’an Aviel. Eun niver bras a dud, hag a ioa bet testou eveldho deuz buez Jesns-Christ pe ho doa bevet gant an testou, a scuillas ive ho goad gantho evit rei testeni da virionez an Aviel.

4 — An Aviel a zo deut beteg ennomp evel m’eo bet scrivet gant an Avielerien

Kement tra a gaver er scridou coz, memes e re an heretiked, hag a zo tennet euz an Aviel, a zo henvel ouz ar pez a lenner hirio ebarz. E kement iez ma ’z eo bet troet an Aviel azaleg ar penn kenta e chom ato henvel outhan he-unan, ger evit ger a c’heller da lavaret. Chench an disterra tra en Aviel a zo bet ato difennet ouz ar gristenien.

Setu perag, goude ne vije bet an Aviel nemet eul levr great gant an dud egiz ar re all,