Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
− IX −

He Aviel a zo bet hanvet aviel Paul, abalamour ma oue aotreet gant an abostol-ze. Scriva ’ reas evit tud ar Greç ha discuez a ra dreist holl ez eo Jesus Salver ar bed.

S. Iann a ioa unan deuz an daouzeg abostol. Var dro ar bloaz 100 e scrivas he aviel evit cass da netra lavariou heretiked a zave en amzer-ze. Scriva ’ reas evit an dud a ioa ginidic a douez ar baïaned ha discuez a ra dreist holl ez eo Jesus Mab unic Doue hag ez eo deut er bed evit beza sclerijen, santelez, buez ha resurrection an holl dud.

3 — Guirionez an Aviel

An Avielerien ho deus eta bevet gant Jesus-Christ he-unan pe gant an ebestel. Abalamour da ze ho deus gellet anaout mad ar pez a lenner en ho scridou.

Hogen, anat eo d’an holl n’ho deus scrivet nemet an traou ho doa guelet ha clevet. Rag, evitho da scriva peb hini hervez he c'hiz hag he demps spered, da lavaret meur a dra ne lavar ket ar re all pe da zisplega muioc'h ar pez a lavar ar re all, morse n'eo digouezet gantho mont an eil eneb egile en ho doare da ziscuez Jesus-Christ hag he gelennadurez. N’eus ken nemet ar virionez hag a c'helle miret outho da en em zislavaret.

Ma n’ho dije ket lavaret ar virionez, ar Jusevien, ho enebourien touet, a vije bet mall gantho discuez ho dislealded, p’e guir ec’h anaient eveldho ar pez hen doa great ha lavaret Jesus a Nazareth. Biscoaz goulzgoude