Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
− VIII −

N’eo ket ebken ar scrivagnerien catholik, mes ive ar scrivagnerien heretik, evel Basilid (120), Valentin (140), Marcion (150), a ziscuez sclear oa skignet ar pevar Aviel er bed christen kerkent hag an eil cantved hag ez oant bet scrivet e amzer an ebestel.

2 — Gant piou eo bet scrivet ar pevar Aviel ?

Hervez ar scridou coz ha creden an Iliz azaleg ar penn kenta, ar pevar Aviel a zo bet great gant S. Vaze, S. Marc, S. Lucas ha S. Iann.

S. Vaze a ioa unan deuz an daouzeg abostol. Scriva ’ reas he Aviel evit ar Jusevien hag en ho iez, deg vloaz bennag goude maro Hor Zalver. Discuez a ra dreist-holl ez eo Jesus ar C’hrist a c’hortozet euz ouenn ar roue David, hervez ar bropheted.

S. Marc a ioa ginidic euz ar Judee hag unan deuz diskiblien S. Per. Var dro pemzeg vloaz goude maro Hor Zalver e scrivas he Aviel evit ar Romened, en eur verraat hini S. Vaze. He Aviel a zo bet hanvet Aviel Per, abalamour ma scrivas anezhan dindan daoulagad an abostol-ze. Discuez a ra dreist holl ez eo Jesus Mab Doue.

S. Lucas a ioa diskibl da Z. Paul. Pemp bloaz warn ’n ugent bennag goude ma pignas Hor Zalver en env, ec’h en em lakeas da scriva he Aviel. Evel n’oa ket ginidic euz ar Judee ha ne heulias ket Jesus, e reas eun enclask piz, egiz ma lavar, etouez an ebestel hag an holl dud ho doa bevet gant Hor Zalver.