――――――――
Ar ger Aviel a zinifi kelou mad. Evit guir, donedigez Mab Doue evit savetei ar bed eo ar guella kelou a c’helle an dud da glevet.
Hor Zalver ne scrivas he-unan netra ebed. Mes neubeut bloaveziou goude ma pignas en envou, ar pevar avieler a lakeas dre scrid ar peb brassa deuz he vuez hag ar voeden deuz he gelennadurez.
Calz scrivagnerien coz a zo hano gantho deuz levriou an Aviel. Darn anezho a veve gant an ebestel, evel S. Clement, pab († 97), S. Ignas, eskob Antioch († 107), S. Polycarp, eskob Smyrn († 155) ha Papias, eskob Hierapolis er Phryjii (120). Darn all a veve e penn kenta an eil cantved gant diskiblien an ebestel, evel S. Justin († 166) ha S. Irenee, eskob Lyon (120-202).
Anter-cant vloaz goude maro an abostol S. Iann, ar pevar Avel a ioa distroet e latin hag e iez ar Syrii [1]. E penn diveza an eil cantved, Clement, beleg Alexandrii († 217), ha Tertullian, beleg Carthaj (145-230), a zisplege anezho dirag ar baïaned.
- ↑ Bacuez et Vigouroux. Manuel biblique, tome III, page 67. An darn vuia euz ar pez a zo merket ama divar benn an Aviel a zo tennet divar al levr-se.