Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


NAVET PENNAD
Parabolennou rouantelez an envou (S. Vaze, XIII, 1-53 : S. Marc. IV, 1-34 ; S. Lucas, VIII, 4-18 ; XIII, 18-21).
————


I — Parabolen an hader

Eun devez, Jesus a ieas euz eun ti da azeza ha da gelen var ribl ar mor. E giz ma vode eun dud bras en dro d’ezhan ha ma tiredet euz ar c’heariou, e pignas en eur vag hag ec’h azezas. Ar foul a jome var an aod tro var dro. Neuze e teskas d’ezho calz traou e parabolennou hag e lavare d’ezho en he gelennadurez :

« Silaouit. Eun hader a ieas da daoler he had. Epad ma hade, darn deuz ar greun a gouezas var an hent, hag e ouent bresset, ha laboussed an env a zrebas anezho. Darn all a gouezas var eun dachen veinec, el leac’h n’ho doa ket calz a gondon ; divoan a rejont buhan, abalamour n’oa ket a zounder douar. Pa deuas heol, e ouent scaotet, hag abalamour n’ho doa na griziou, na glebor, e tizec’hjont. Darn all a gouezas etouez ar spern ; mes ar spern a zavas gantho hag ho mougas, ha ne rojont ket a frouez. Darn all a gouezas en douar mad, hag a roas eun drevad a zavas, a greskas, hag a deuas divarnhan tregont, tri-ugent ha cant evit unan. » Goudeze Jesus a lavaras : « Ra glevo an hini hen deus diouscouarn da glevet ! »