Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —

Pa jomas he-unan, an daouzeg a ioa ganthan hag an diskiblien a dosteas hag a lavaras d’ezhan : « Perag e comzit-hu d’ezho e parabolennou ? Petra ’ zinifi ar parabolen-ze ? »

Jesus a respontas d’ezho : « Anaout mysteriou rouantelez an envou a zo roet d’ehoc’h-choui ; mes d’ezho n’eo ket. Evit re an dianveaz peb tra ’ zo cuzet dindan parabolennou. Evit guir, roet e vezo d’an neb hen deus, hag e founno ; mes an neb n’hen deus ket a vezo tennet diganthan memez ar pez hen deus. An hini hen deus bet digant Doue ar c’hras da veza galvet hag hen deus heuliet anezhi, hen dezo grassou all hag a zestumo meritou founnus ; an hini n’hen deus ket silaouet gras an Aotrou Doue a jom dibourvez a virit, ha Doue a baouezo muioc’h-mui da c’hervel anezhan. Setu perag e comzan d’ezho e parabolennou : rag evelse e velont eb guelet, e clevont eb clevet hag eb compren, hag e teu da vir ennho comzou ar prophet Isaias a lavar : « Clevet a reot gant ho tiouscouarn, ha ne gomprenot ket ; sellet a reot gant ho taoulagad, ha ne velot ket ; rag calonou an dud-man a zo teveet, ho diouscouarn a zo pounnereet, ho daoulagad a zo clozet gantho, evit na velint ket gant ho daoulagad, na glevint ket gant ho diouscouarn, na gomprenint ket en ho c’halon, na zistroint ket ouzin, na barein ket anezho ha na gavint ket pardon deuz ho fec’hejou. » Evidhoc’h-c’houi a zo eürus da gaout daoulagad a vel ha diouscouarn a glev. Rag me a lavar d’ehoc’h e guirionez, calz propheted ha tud just ho deus c’hoanteat