Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —

gant drouc-ioulou, e scleraio ac’hanot deuz sclerijen ar virionez.

» Pa vez eat ar speret hudur er meaz euz eun den e vale dre al leac’hiou dizourec ; clask a ra discuiz ha ne gav ket. Hag e lavar : « Distrei a rin em zi am eus kuiteat. Ha distro, e cav anezhan goullou, scubet ha kempennet. Neuze ez a hag e kemer ganthan seiz spered all falloc’h egethan. Mont a reont en ti hag e chomont ebarz, ha diveza stad an den-ze a zo goassoc’h eged ar c’henta. Hevelep tra a zigouezo gant ar ouenn fallagr-man. »

Prezeg a rea c’hoaz d’ar bobl pa deuas he vamm hag he gendirvi. Egiz na c’hellent ket tostaat, abalamour d’ar foul a ioa azezet en dro d’ezhan, e choment er meaz hag e claskent prezeg outhan. Cass a rejont d’he c’hervel, hag e oue lavaret da Jesus : « Setu ho mamm hag ho kendirvi a zo er meaz o clask ac’hanoc’h, c’hoant d’ezho d’ho kuelet. » Hen a respontas : « Piou eo va mamm ha piou eo va c’hendirvi ? » Hag o sellet ouz ar re a ioa azezet en dro d’ezhan, he zorn astennet var he ziskiblien, e lavaras : « Setu va mamm ha va c’hendirvi : an dud a zilaou hag a ra comz Doue. Rag an neb a ra bolontez va Zad a zo en envou, hennez eo va breur, va c’hoar ha va mamm. »


————