Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

An Aotrou a lavaras c’hoaz : « Ouz piou e lakin henvel ar rumm-dud-man ? Ouz piou int henvel ? Henvelout a reont ouz bugale azezet var al leur-gear hag a lavar an eil d’egile :

Sonet hon deus ar fleit,
Ha n’oc’h eus ket danset ;
Canet hon deus clemvan,
Ha n’och eus ket gouelet.

Iann Vadezour a zo deut, ha ne zreb ket bara, ha ne ef ket guin ; ha c’houi a lavar : « An diaoul a zo ennhan. » Mab an den a zo deut, hag e treb, hag ec’h ef, ha c’houi a lavar : « Setu eun dreber bras hag eun efer guin, eur mignon d’ar publicaned ha d’ar bec’herien. » Mes ar furnez a zo lakeat direbech gant he holl bugale : furnez Doue, en em ziscuezet e Iann hag ennon, a zo enoret gant feiz ha buez vad hon diskiblien. [1]

Neuze ec’h en em lakeas da ober rebechou d’ar c’heariou hen doa great ennho he vuia burzudou, abalamour n’ho doa ket great pinijen : « Maleur did-de, Corazaïn ; maleur d’id-de, Bethsaïda ; rag ma vije bet great e Tyr hag e Sidon, diou gear baian goulzgoude, ar burzudou a zo bet great ennhoc’h-c’houi, abaoue pell amzer ho dije great pinijen e saeou reun hag el ludu. Me a lavar d’ehoc’h : da zeiz ar varnedigez ne vezo ket great da Dyr ha da Zidon ker goas ha d’ehoc’h-c’houi. Ha te, Capharnaüm, ha savet e vezi beteg an env ? Discaret e vezi beteg an ifern ; rag ma vije

  1. Corn. a lap. in Mat. XI, 10.