Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

Pa’z eas kuit cannaded Iann, Jesus a en em lakeas da gomz divar he benn d’ar bobl : « Petra oc’h eat da velet el leac’hiou distro ? Eur gorzen hejet gant an avel ?, [1] Mes petra oc’h eat da velet ? Eun den guisket gant dillad bouk ? Ar re a zo guisket gant dillad a dalvoudegez hag a vev er plijaduriou c’houek a zo e tiez ar rouaned. Mes petra oc’h eat da velet ? Eur prophet ? Ia, me lavar d’ehoc’h, hag ouspenn eur prophet : rag divar he benn eo bet scrivet : « Setu e cassan va c’hannad dirag da fas evit kempen an hent dirazot. » « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h : n’eus ket savet eur prophet brassoc’h eged Iann Vadezour etouez bugale ar merc’hed. Mes ar bihanna e rouantelez an envou, etouez va diskiblien a zo brassoc’h egethan. Kement hini a zilaoue Iann, pobl ha publicaned, ho deus roet gloar da Zoue o tigemeret he vadiziant ; mes ar pharisianed hag an doctored, o tinac’h he vadiziant, ho deus disprijet menoz Doue varnho. Azaleg Iann Vadezour bete vreman rouantelez an env a c’houzanv mac’herez, hag ar goall-dud a zispenn anez-hi. [2] An holl bropheted hag al lezen beteg Iann ho deus discleriet traou da zont. Mes breman rouantelez Doue a zo deut : ma fell d’ehoc’h va c’hredi, Iann eo Elias a dle dont. Ra glevo an hini hen deus diouscouarn da glevet. »

  1. Iann Vadezour n’eo ket eur penn-scanv, a dro hag a zistro evel eur gorzen ejet gant an avel. (S. Iann Chrys. Hom. XXXVII, in Mat.)
  2. Baunard, évangile du pauvre, p. 151.