(S. Vaze, XI, 2-30 ; S, Lucas, VII, 18-35)
Diskiblien Iann a gassas kelou d’ezhan er
prison deuz holl oberou ar C’hrist. Iann a
c’halvas daou deuz he ziskiblien hag ho c’hassas
da gaout Jesus gant ar c’homzou-man :
« Ha beza oc’h-hu an hini a dle dont, pe gortoz a reomp-ni eun all ? » Iann a c’houie mad oa Jesus ar C’hrist, mes ar goulenn-ze a rea evit rei tro da Jesus da gelen he ziskiblien. [1] Pa zigouezas an dud-se gant Jesus e lavarjont : « Iann Vadezour hen deus digasset ac’hanomp d’ho caout gant ar c’homzou-man : ha beza oc’h-hu an hini a dle dont, pe gortoz a reomp-ni eun all ? »
D’an heur-ze Jesus a baree eun niver bras deuz ho fallenteziou, deuz ho gouliou ha deuz an drouc-sperejou, hag a roe ar gueled da galz tud dall. Respont a reas d’ezho en doare-man : « It, lavarit da Iann ar pez ho peus clevet ha guelet : ar re zall a vel, ar re gamm a vale, ar re lor a zo puret, ar re vouzar a glev, ar re varo a zav, ar re baour a zo kelennet var an aviel, hag eürus an hini ne gemero ket ennon eur goall-scuer o kemeret a voall berz va c’homzou ha va oberou. »
- ↑ Iann Chrysostom, Hom, XXXVI, in Mat.