Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —

bet great e Sodom ar burzudou a zo bet great ennot, marteze ’ vije chomet en he za beteg breman. Me a lavar d’ehoc’h : da zeiz ar varnedigez ne vezo ket great da vro Sodom ker goaz ha did-de. »

En amzer-ze, Jesus a lavaras c’hoaz : « Me ho meul o Tad, mestr an env hag an douar, da veza lezet ma chomje cuzet an traou-ze ouz ar re vouiziec hag ouz ar re fur n’eo ket falvezet gant ho ourgouill digemeret va c’helennadurez ha da veza discleriet anezho d’ar re vihan [1]. Mad eo, o Tad, p’e guir eo plijet evelse ganehoc’h.

Peb tra a zo lakeat etre va daouarn gant va Zad. Ha den ne anavez ar Mab, nemet an Tad ; ha den ne anavez an Tad, nemet ar Mab, hag an hini a fello d’ar Mab discleria d’ezhan.

Deuit davedon, c’houi holl a zo scuiz ha sammet, ha me ho tivec’hio. Kemerit va ieo varnoc’h, plegit d’am aviel, hag en em c’hrit va diskiblien, abalamour, dishenvel dioc’h ar pharisianed, me a zo dous hag humbl a galon ; hag e cavot an discuiz evit hoc’h eneou. Rag va ieo a zo dous ha va zamm a zo scanv.


————
  1. Jesus a veul he Dad deuz he justis e kenver an doctored aheurtet ha deuz he vadelez e kenver an dud humbl. (Fillion, in Mat. XI, 25.)