Mont d’an endalc’had

O pegen bras eürustet !

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ma ene a vez laouen.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 83-84)


N° 73. — Dirak portret zant Jozep.
War an ton N° 73.


1. O pegen braz eürustet
A zav d’in em c’halon.
Aze pa welan portret
Zant Jozep diragon !

Diskan
Dre Jezus ha Mari,
Pa vo fin ma bue,
Zant Josep, me ho suppli,

Ho pet ouzin true,
Dre Jezuz ha Mari
Pa vo fin ma bue,
Zant Josep, me ho suppli,
Ho pet ouzin true.

2. ’N e dorn eur fleurdelizen,
War e vrec’h Mab Doue,
Tro e dâl eur gurunen,
Kurunen eur roue.

3. Eur roue e gwirione,
Uhel dreist an elet,
Hag eun Tad a garanta
A viskoaz ’n hon andret.

4. Ken a gredan, me ive,
O zant Josep, goulen
Dre ho zikour gant Doue,
Maro eur gwir gristen.

5. Pa na glevin ken mouejou
Ma c’herent o vouelan
Pa vo morzet em genou
Ma zeod a gan breman.

6. Tro-war-dro pa na gavin
Nemet tevalijen,
Hag o sklasan pa zantin
Ma c’halon ha ma fen.

7. O pegen euzus neuze
E krenin gant ar spont
O welet eo deut d’in-me
An heur da rentan kont !

8. An drouk-speret a glasko
Skuill enon dizesper ;
Piou outan ma difeno
P’am galvo ma Barner ?

9. Na lezet ket ma ine
Da guitat ar bed-man,
Heb obten digant Doue
Ar pardon evitan !


————