Peden ar Pab Leon XIII da Z. Josep
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Pedenn da Sant Jozeb.
Gouel braz ar Rozera, ar c’hentan zul a viz Here, a dleomp lidan dre gantikou an tri chapelet, 35, 36, 37.
Miz Here eo eil miz ar Werc’hes er blaves kristen. Bemde e peb ilis-paroz e larer eur Chapelet, Litaniou ar Werc’hes, eur Beden da Z. Jozep, hag e roer Benediksion ar Zakramant.
O Zant Jozep eürus, e kreiz hon trubuillou e tiredomp etrezoc’h, ha goude bezan goulenet zikour ho Pried meurbet zantel, e teuomp ive gant fians da c’houlen zikour ouzoc’h. Dre ar garante a stage ho kalon ouz hini ar Werc’hes dinam, Mam Doue ; dre an denerediges ec’h euz douget d’ar Mabik-Jezus, ni ho suppli da deurel eur zel a drugare war an heritach a n-euz prenet Jezus-Krist gant e voad, ha da impli ho kalloud hag ho madeles evidomp en hon ezomou.
Difenet, o dioualer meurbet fur ar Famill zantel, difenet bugale choazet Jezus-Krist ; pelleit diouzimp, Tad karantezus, peb goalen gevier, peb klenvet ineou ; euz lein an Env, er brezel diskleriet d’imp gant sperejou an devalijen, diskenet d’hon c’hrenvat, c’houi hon skoazel meurbet nerzus ; hag evel m’ec’h euz gwejal tennet ar Mabik-Jezus a greiz danjer ar maro, evel-se breman, goarnet Ilis zantel an Otrou Doue euz toliou kuz hec’h enebourien hag a bep reuz-fal. Bezet hon avokat da viken, evit ma hellimp, e sklerijen ho skueriou-mad, harpet ouz ho prec’h madoberus, bevan er zanteles, mervel e gras hon Zalver, hag obten er Barados an eürustet a bado bepret. — Evel-se bezet gret.
An eil de a viz Here, gouel an Elet-Mad karget gant Doue d’hon miret er bed-man. An daou gantik 74, 75, a zigaso d’ac’h envor euz o galloud hag o zenerediges en hon c’henver.