O zant Josep, er Barados

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 82-83)


N° 72. — Da zant Jozep goude kuz-heol.
War an daou don N° 72.


Diskan.
O zant Josep er Barados Zonjet enomp e-pad an noz ;
D’ho pugale Gant karante Plijet rei ho penoz.


1. An heol a n-euz kuzet ouzimp e sklerijen,
War ar bed a bep tu e kouez tevalijen,
Dalc’het en hon c’halon, splan bepret ha groezus,
Ar grasou d’imp prenet war ar groaz gant Jezus.

2. Al loenet gouez en noz a glever o iudal :
Eneb d’imp noz ha de ec’h iud hon techou fal ;
Harzet na ve gante hon ineou taget,
N’ouzomp nemet krial, trec’hi na ouzomp ket.

3. Dal ma vezo warc’hoaz distro heol ar beure,
Ha deut koulz al labour hag ar boan adare,
Ra vo hano Jozep an drede ’n hon genou,
Gant Jezus ha Mari en hon ol drubuillou !

K. G.