Mont d’an endalc’had

Ma ene a vez laouen

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O pegen bras eürustet !.

A. Prud’homme, 1934  (p. 85-86)



N° LXXI. — Dirak skeudenn sant Jozeb.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=112
      \key f \major
      \time 3/4
      a'4 a g | a2 g4 | g8( f) e2 | g4 g e \break
      f4.( e8) f([ e]) | d2. | a'4 a g | a2 g4 \break
      g8( f) e2 | g4 g e | f4.( e8) f([ e]) | d2 d4^\markup {\italic Diskan} \bar "||" \break
      a'2 g4 | bes2 a4 | a8( g) f4. r8 | g4 a2 \break
      g4 e8( g) f4 | e2. | a4 a g | a2 g4
      g8( f) e2 | g4 g e | f4.( e8) f([ e]) | d2. \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Ma e -- ne a vez la -- ouen tri -- dal ’ra
      ma c’ha -- lon bep tro ma we -- lan
      skeu -- denn Sant Jo -- zeb di -- ra -- zon. Dre
      Va -- ri ha dre Je -- zuz Pa vo
      fin ma bu -- hez Sant Jo -- seb ma -- de --
      le -- zus ho pet ou -- zin tru -- ez.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

1

Ma ene a vez laouen
Tridal ’ra ma c’halon
Bep tro ma welan skeudenn
Sant Jozeb dirazon.

Diskan

Dre Vari ha dre Jezuz
Pa vo fin ma buhez
Sant Jozeb madelezus
Ho pet ouzin truez.

2

’N e zourn eur flourdilizenn,
War e vrec’h Mab Doue,
War e benn eur gurunenn
Kurunenn eur roue.

3

Eur roue e gwirionez,
Uhel dreist an Aeled ;
Eun Tad leun a garantez
En hon c’henver bepred.

4

Ken a gredan, me ive(z),
O sant Jozeb, goulenn
Diganeoc’h a-berz Doue,
Maro eur gwir gristen.

5

Pa ne glevin ken moueziou
Ma c’herent o ouela,
Pa vo marc’het em genou
Ma zeod a gan brema.

6

Tro-war-dro pa ne gavin
Nemet tenvalijenn,
Hag o sklasa pa santin
Ma c’halon ha ma fenn.

7

O pegen euzus neuze
E krenin gant ar spont,
O welout ’vo deut d’in-me
An eur da renta kont !

8

Satan ma skei a glasko
Gant liorz an dizesper :
Piou outan am dilenno
P’am galvo ma Barner ?

9

Na lezit ket ma ene
Da guitaat ar bed-man,
Nann, hep kaout digant Doue
Ar pardon evitan.