Mont d’an endalc’had

O Gwerc’hes Vari leun a drue

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O Gwerc’hez Vari leun a druez.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 47-48)


N° 38. — Ar Memorare.
War an ton : N° 38, pe N° 25.


  1. O Gwerc’hes Vari leun a drue,
    Ho pezet envor, Me ho ped,
    Penoz biskoaz den en e vue
    Na n-euz na gwelet na klevet
    Ho pije lezet en abandon
    Nikun a gement a deuje
    D’enem westlan d’ac’h a greiz-kalon,
    Daoust pegen braz pec’her vije

  1. Nan, biken na c’houlfec’h dilezel
    Neb a deu gant fians enoc’h
    Da guzan didan ho tiouaskel
    Ha da gerc’hat zouten ouzoc’h :
    Hirie, gant ar memes fians-ze,
    O Gwerc’hes, Mam ar gwerc’hezet,
    E tidostan ouzoc’h, me ive,
    Gant ho madeles goneet.

  2. O hirvoudi diragoc’h aman,
    Evel eur pec’her braz ma z-on,
    Evit ar wej-man c’hoaz e kredan
    Ho pedi d’obten ma fardon :
    Pa z-oc’h gwir Vam ma Zalver divin,
    Na zisprizet ket ma c’homjou,
    Gant trugare chilaouet ouzin,
    Ha roet d’in ma goulenou.