Er c’hentan mister glorius

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Er c’henta mister glorius.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 47)


N° 37. — Ar pemp Mister a C’hloar.
War don, Ni ho salud Stereden, N° 32.


  1. Er c’hentan mister glorius,
    Kanomp meulodi da Jezus :
    Zavet eo bet dimeus ar be,
    Herve e gomz, goude tri de.

Diskan :
    Ni ho salud, stereden vor
    Mam da Zoue, leun a enor,
    Gwerc’hes bepred, dor an Envou,
    Chilaouet ouz hon pedenou.

  1. Jezus en eil mister a c’hloar,
    A deu da guitat an douar,
    Zevel a ra d’ar Barados ;
    Eno ema ouz hon gortos.

  2. En drede mister me a wel
    Er zâl war ben an Ebestel,
    Ar Spered-Zantel o tisken
    Da rei d’he nerz ha sklerijen.

  3. D’ar bevaret mister, Mari,
    E kreiz ar joa, ar veulodi,
    Korf hag ine a zo douget
    D’ar Barados gant an Elet.

  4. D’ar bempet e oe kurunet
    Mari hon Mam gant an Dreindet :
    En Env breman, dirak Doue,
    N’ankouao ket he bugale.