Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Er c’hentan mister glorius.
N° XXXIV. — Ar pemp mister a c’hloar.
- Er c’henta mister glorius,
Kanomp meuleudi da Jezuz :
Rak eus ar bez eo bet savet,
Goude tri deiz ’vel ’n doa lâret.
Diskan.
Ni ho salud, steredenn vor,
Mamm da Zoue, leun a enor,
Gwerc’hez bepred, dor an Nenvou,
Selaouit ouz hon pedennou.
- Jezuz, en eil mister a c’hloar,
A zeu da guitaat an douar,
Sevel a ra d’ar Baradoz,
Eno eman ouz hon gortoz.
- En trede mister me a wel,
Er sal war benn an ebestel,
Ar Spered-Santel o tiskenn
Da rei d’e nerz ha sklerijenn,
- D’ar pevare mister, Mari,
E-kreiz ar joa, ar veuleudi,
A zo douget, korf hag ene
D’ar Baradoz gant an Aele(z).
- D’ar pempet e voe kurunet
Mari hon Mamm gant an Drinded :
En Nenv breman, dirak Doue,
N’ankouna ket he bugale.
|