O Gwerc’hez Vari leun a druez
M’ho ped da zerc’hel sonj bepred
Penaos biskoaz den en e vuhez
N’en deus na gwelet na klevet
Ho pije dilezet hep skoazell
Hini a gement a zeue
D’en em wouestla d’eoc’h betek mervel
Daoust pegen bras pec’her vije
Nann, biken ne c’houllfec’h dilezel
Neb a zeu gant fizians ennoc’h
Da guzat dindan ho tiouaskell
Ha d’en em erbedi ouzoc’h :
Hirie em c’halon ar fizians-se,
O Gwerc’hez, Mamm, ar Gwerc’hezed,
E teredan davedoc’h ive(z),
Gant ho madelez gounezet.
Oc’h hirvoudi dirazoc’h aman,
Pa ’z eo glac’haret ma c’halon,
Evit ar wech-man c’hoaz e kredan
Ho pedi da gaout ma fardon :
Pa ’z oc’h gwir Vamm ma Salver Jezuz,
Na zisprizit ket ma fedenn,
Grit c’hoaz ouzin eur sell truezus,
M’ho ped, roit d’in ma goulenn.
Diskan.
O Gwerc’hez Vari leun a druez,
M’ho ped da zerc’hel sonj bepred
Penaos biskoaz den en e vuhez
Ganeoc’h ne deo bet dilezet.