Gwerc’hes Vari, Rouanes

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 48-49)


N° 39. — Gwerc’hez Vari, Rouanes.
War don : Je viens à vous, N° 39.


1. Gwerc’hes Vari, Rouanes an Envou,
Mam d’hon Zalver hag ive d’ar gristenien,
Plijet genac’h chilaou ar pedenou
A reomp d’ac’h, a reomp d’ac’h,
ni ol o servijerien, ni ol o servijerien.


2. O Mam dener, ô Mam drugarezus,
Hon diouallet euz ar pec’hejou marvel :
Obtenet d’imp peb a varo eürus :
Tre ho tivrec’h (bis), ni a fel d’imp ol mervel (bis).