Gwerc’hes, diwar ho tron

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 49)


N° 40. — Gwerc’hes diwar ho tron.
War don : Vierge sainte du haut N° 40.


1. Gwerc’hes diwar ho tron en E,
Gret warnon eur zel a drue :
Chilaouet ouz ma feden breman,
O Mam ar gwellan, O Mam ar gwellan.

2. Obtenet d’in karet Jezus,
Ha war e lerc’h kerzat nerzus :
Gret ma vin d’ezan ha d’ac’h fidel,
O ma Mam zantel (bis).

3. En heur ar maro, me ho ped,
Ouz a Satan ma diouallet :
Deut c’houi da zerri ma daoulagad,
O Mam dous ha mad (bis).