Zantes Mari, Mam Doue

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 49-50)


N° 41. — Zantes Mari, Mam Doue.
War an ton N° 41.


1. Zantes Mari, Mam Doue, e peb amzer gwerc’hes,

Jezus a zo ma Roue ha c’houi ma Rouanes :
Jezus a vo ma Barner, bezet ma Fatrones,
Hag evidon dirak-han bezet avokades.

2. E-toues ho servijerien d’am resev me ho ped,
Meurbet eo dous ho servij, c’houero zervij ar bed
Netra dre oll an douar, a bep tu pa zellan.
Netra ken karantezus eveldoc’h na wellan.

3. Eus ma feurs e prometan na rin, na lavarin,
Netra eneb hoe’h enor, e keit ha ma vevin :
Ha na lezin den ebet endro d’in, mar gellan,
Da offansi Mam Jezus, ar Vam an deneran.

4. Hed ma bue em labour zonjet enon bepret,
Dreist peb tra war ma maro d’am zikour diskenet :
Dre ho taouarn d’am Barner mar douget ma ine,
Zur ec’h in d’ar Barados d’ho meuli hep dale.

5. Evit gwelloc’h enori hano ma Rouanes,
Ha bezan bugel gwirion ar Vam a vadeles
Me a bromet zoulaji ma breuder ankeniet,
Dre ma c’h-int ol ar memprou euz he Mab beniget.