Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Meulomp hirie a vouez uhel.
N° CXXII. — Meulomp hirie a vouez uhel.
=
pe ton gallek Vive Jésus, vive sa croix.
Diskan.
Meulomp hirie a vouez uhel
Jezuz-Krist hag e Groaz santel. (2 w)
- Kalet-kaer eo kalon an den
A chom hirie sklaset pe yen,
A chom sklaset pa wel Jezuz
En eun doare ken truezus.
- Betek ar maro e sentas,
Betek ar maro war ar Groaz ;
Eun tamm plouz, e wele kenta
Ha koad kalet, an diweza.
- Mestr ar bed a zoug war e benn
Spern dreinek evit Kurunenn
En e dreid hag en e zaouarn
’Z eus tachou hir graet gant houarn.
- E galon baour a verv ennan
Evel ar c’hoar dirak an tan,
C’houi zo gwasket, Salver Doue,
Evel ma wasker ar c’houe(z) !
- Ho nerz a red evel an dour,
Ha n’hoc’h eus digant den sikour ;
Ouz ho sec’hed n’hoc’h eus netra
Nemet gwin trenket da eva !
- Eul laer a-zehou, eul laer a-gleiz,
Dre-holl enebourien direiz,
Hag ar pez a zo gwasoc’h c’hoaz,
Ho Mamm dener e-tal ar Groaz !
- Evet eo ar c’halir c’houero
A oa warnan blaz ar maro !..
Jezuz breman a bleg e benn
’vit mervel, ha prena an den.
- Eur c’hleze lemm a zo aet do(u)n
’n e gostez, betek e galon,
Evit lakaat da zevera
Eur berad gwad, an diweza !
- O, ma Jezuz, a-raok kuitaat,
D’ho treid me, a fell d’in pokat,
Starda goude ma muzellou,
Ouz ar c’hoad sakr, ouz an tachou.
- Hirie, arc’hoaz, ’hed ma buhez,
E vevin en ho karantez ;
Mar ’m eus kalon, penaoz ’c’hallfen
Hep ho karout, Jezuz, tremen !
|