Mont d’an endalc’had

Me gred ec’h an da zegemer

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Me gred ferm hep doutans, Me gred ferm hep douetanç ebet ha Eizvet-varnuguent Cantic. Var an actou abars ar Gommunion.

A. Prud’homme, 1934  (p. 10)



N° VIII. — Aktou kent ar Gomunion.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \clef treble
      \tempo 4= 92
      \key f \major
      \time 2/4 
      c'4 a8 bes | \time 3/4 c4 d c8 d | \time 2/4 c4. r8 | c4 a8 bes |
      \time 3/4 c4 d c8 d | \time 2/4 c4. r8 | c4 d8 c | \time 3/4 bes4 a g8 f |
      \time 2/4 g4. r8 | c4 d8 c | \time 3/4 bes4 a g8 g | \time 2/4 f4. r8 \bar "|."
      }
      \addlyrics{
        Me gred ec’h an da ze -- ge -- mer Je -- zuz ma
        mestr ha ma Sal -- ver, Je -- zuz gwir den ha gwir Dou --
        e, Er Sa -- kra -- mant a ga -- ran -- tez.
      }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. Me gred ec’h an da zegemer
    Jezuz ma mestr ha ma Salver,
    Jezuz gwir den ha gwir Doue,
    Er Sakramant a garantez.

  2. Doue ar Barfetded wirion,
    Me ho kar a greiz ma c’halon
    Ma nesa a garan ive(z)
    Abalamour d’eoc’h, ma Doue.

  3. Siouaz, siouaz, petra oun-me
    Da dostaat ouzoc’h, ma Doue,
    Ne doun nemet eur pec’her kaez,
    Met c’houi zo leun a vadelez !

  4. Pegement ne fell ket d’in-me
    Degemer bara an ene !
    Dizec’ha ran gant ar sec’hed
    Ken na vezin ganeoc’h maget.

  5. Gwerc’hez c’houi hoc’h eus e roet
    Er c’hraou gwechall d’ar bastored,
    Eus ho torn fell d’in degemer,
    Em c’halon hirie, ma Salver.

  6. Eur sell c’hoaz, eur sell truezus
    Ouz ma ene, o ma Jezuz,
    A-raok diskenn, gwalc’hit ennon
    Kement a ra poan d’ho kalon !