Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O Zakramant ar c’haeran.
N° VII. — Sakramant an Aoter.
1
O Sakramant ar c’haera
’lec’h teu Doue d’hon maga ;
Jezuz a zo amañ c’hoaz
Koulz ha gwechall war ar Groaz.
2
D’an ebestel ’lavare
Ha d’ar veleien goude :
« Hemañ eo ma c’horf, debrit,
Hemañ eo ma gwad, evit. »
3
Ar beleg, er gorreou,
’Lavar hevelep komzou :
Kerkent ha ken alies
Jezuz a sent ouz e vouez.
4
Ha n’eus ken war an Aoter
Nemet Korf sakr hon Salver :
E Gorf, ’lec’h ar bara-kann,
Elec’h ar gwin, Gwad an Oan.
5
Ar spesou o deus miret
O liou, o blaz ’vel bepred ;
Kuzet bremañ dindane
Eman Korf ha Gwad Doue.
6
Diaes e vefe kompren…
Kredi a dleomp hepken :
Ha gant feiz krenv hon ene,
E c’hallimp gwelout Doue.
|
7
Jezus en daou spes a zo
Den ha Doue war eun dro :
’n e bez er spes a vara,
Er spes a win memes tra.
8
Dont a ra d’hon ilizou
Hep kuitaat lein an Nenvou ;
Er burzud-se e welomp
Pegeit e kar ac’hanomp !
9
Neb en em gav e gwall stad
Hag a gred velkent tostaat,
A ra sur eun torfed bras
Henvel ouz hini Judaz.
10
Neb a gemer e stad vat
Korf hon Salver hag e Wad,
Gantan a zo unanet
A galon hag a spered.
11
Ra vo ganimp adoret
Jezuz ouz e Groaz staget ;
E adoromp en Nenvou
Ha war e holl aoteriou.
12
E pep lec’h, e pep amzer,
Meulomp Jezuz, hon Salver ;
Dreist-holl karomp anezan
Er Sakramant ar c’haera(n).
|