War an Aoter
Neuz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout War an Oter.
A. Prud’homme, 1934 (p. 7-8)
N° VI. — War an Aoter.
1.
War an Aoter
Piou a welan o tisken ?
Jezuz ma mestr, gwir Doue ha den,
War an Aoter ;
Hen gouzout a rañ,
C’houi, Jezuz, a zo amañ ;
War an Aoter.
Piou a welan o tisken ?
Jezuz ma mestr, gwir Doue ha den,
War an Aoter ;
Hen gouzout a rañ,
C’houi, Jezuz, a zo amañ ;
War an Aoter.
2.
Dre garantez
Ouz ar Groaz c’houi voe staget ;
En eur vervel hoc’h eus hon prenet
Dre garantez :
Aman c’hoaz bemdez
D’in e tegasit buhez,
Dre garantez.
Ouz ar Groaz c’houi voe staget ;
En eur vervel hoc’h eus hon prenet
Dre garantez :
Aman c’hoaz bemdez
D’in e tegasit buhez,
Dre garantez.
3.
Me hoc’h ador
JVel ar bastored gwechall
E Betleem, ’kreiz an noz tenval ;
Me hoc’h ador,
’Vel ar Vadalen
War ar C’halvar ’n ho kichen,
Me hoc’h ador.
JVel ar bastored gwechall
E Betleem, ’kreiz an noz tenval ;
Me hoc’h ador,
’Vel ar Vadalen
War ar C’halvar ’n ho kichen,
Me hoc’h ador.
4.
Me a garfe,
’Vel ar c’hreuzeul arc’hantet,
En hoc’h iliz chom ganeoc’h bepred,
Me a garfe
Santout ma c’halon
Mui ouz mui gwrezus enno(u)n.
Me a garfe.
’Vel ar c’hreuzeul arc’hantet,
En hoc’h iliz chom ganeoc’h bepred,
Me a garfe
Santout ma c’halon
Mui ouz mui gwrezus enno(u)n.
Me a garfe.
5.
O ma Jezuz,
Ho pinoz a c’houlennan ;
Ar bed ’zo fall, ha me ’zo ken gwan,
O ma Jezuz,
Roit d’in hirie
Nerz da servija Doue,
O ma Jezuz.
Ho pinoz a c’houlennan ;
Ar bed ’zo fall, ha me ’zo ken gwan,
O ma Jezuz,
Roit d’in hirie
Nerz da servija Doue,
O ma Jezuz.