Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Me gred ec’h an da zegemer, Me gred ferm hep douetanç ebet ha Eizvet-varnuguent Cantic. Var an actou abars ar Gommunion.
N° 9. — Aktou kent ar Gomunion.
War don : Gwerc’hes Vari c’houi p’hini zo, N° 9.
- Me gred ferm hep doutans ebet
Ec’h an da resev en efet
Jezus gwir den ha gwir Doue,
Er zakramant a garante.
- Doue, leun a berfeksion,
Me ho kar a greiz ma c’halon ;
Ma nesan a garan ive
Abalamour d’ac’h, ma Doue.
- Allaz, allaz, petra on-me
Da dostat ouzoc’h, ma Doue,
Ne n-on nemet eur pec’her kez,
Mes c’houi zo leun a vadeles !
- Ah ! pebes dezir am euz-me
Da resev bara an ele !
Dizec’han ran gant ar zec’het
O c’hortos monet d’ar banket.
- Gwerc’hes, c’houi ec’h euz hen roet
Er c’hraou gwejal d’ar bastoret :
Euz ho torn me fel d’in ive
Digemer ma Zalver hirie.
- Eur zel c’hoaz, eur zel a drue,
O ma Jezus, war ma ine,
Arog antren, goalc’het enon
Kement a ra poan d’ho Kalon !
|