Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Doue eternel, leun a c’hloar (1934).
N° 10. — Aktou goude ar Gomunion.
War ar memez ton N° 9.
- Doue eternel, leun a c’hloar,
Krouer an env hag an douar,
M’oc’h ador breman em c’halon
Gant respet ha devosion.
- Penos hellin-me, ma Doue,
Trugarekat ho majeste ?
Na welan netra em ine
Nemet pec’het ha paourente.
- A greiz ma c’halon, ma Doue,
M’ho kar hag ho karo bemde,
Abalamour ma veritet,
Dreist peb tra ol bezan karet.
- Me ofr em flas, Tad eternel,
Jezus ma mest, ho Mab Zantel ;
Me ofr c’hoaz, euz ma faourente,
Ma c’halon, ma c’horf, ma ine.
- O ma Jezus, zelet ouzin
Ha reit d’in ar pez a fel d’in ;
Ar c’hras d’ho serviji bepret
Hag ar c’hras n’oc’h offansin ket.
- Ma Jezus, beniget ive
An Ilis gant he bugale,
Ma bro, ma zud, ma mignonet,
Hag ar re n-euz ma offanset.
|