Mont d’an endalc’had

Doue eternel, leun a c’hloar (1934)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Doue eternel, leun a c’hloar.

A. Prud’homme, 1934  (p. 11)



N° IX. — Aktou goude ar Gomunion.


  1. Doue eternel, leun a c’hloar,
    Krouer an Nenv hag an douar,
    M’hoc’h ador breman em c’halon
    Gant feiz ha gant doujans wirion.

  2. Penaos ’c’hallin-me, pec’her kaez,
    Trugarekaat ho madelez ?
    Ne welan netra em ene
    Nemet pec’hed ha paourente(z).

  3. A greiz ma c’halon, ma Doue,
    M’ho kar hag ho karo bemde(z).
    Abalamour m’eo d’eoc’h dleet
    Dreist pep tra holl beza karet.

  4. Me ’ginnig d’eoc’h, o ma Doue,
    Ho Mab, ma Mestr ha ma Roue ;
    Me ’ginnig eus ma faourente(z),
    Ma c’halon, ma c’horf, ma ene.

  5. O ma Jezuz, sellit ouzin
    Roit d’in ar pez a fell d’in ;
    Ar c’hras d’ho servija bepred,
    Hag ar c’hras da chom hep pec’hed.

  6. Ma Jezuz, binniget ive(z)
    An Iliz gant he hugale,
    Ma bro, kristen, ma mignoned,
    Ha d’o heul ma enebourien.