Deut holl ha deut gant feiz
Deut d’ar pred ken talvoudus
Galvet oc’h gant Doue
Da zebri ouz taol Jezuz
Jezuz !
Baradoz an ene
Eo chom ganeoc’h noz-deiz.
2
Ma c’hoantait madou,
Aman eman an tenzor
Tenzor hag o lako
Pinvidikoc’h ’vit ar mor,
Jezuz !
Perc’henn an holl vadou
Ha mestr an holl c’hrasou.
3
Aour hag arc’hant ’zo berr,
Ne dint nemet paourente(z)
E-kichen ar prof kaer
A ginnig d’imp Mab Doue,
Jezuz !
A ro d’imp e holl vad
’vit hon pinvidikaat.
4
Korf ha gwad hag ene,
Jezuz en osti kuzet,
Gwir den ha gwir Doue,
A vezo danvez ar pred
Jezuz !
Ha c’hoaz pec’her divat
Ne brisez ket tostaat !
5
M’ e wel war an Aoter,
Devet gant ar garante(z),
O c’hortoz ar pec’her.
Evit tonama e ene,
Jezuz !
O c’houlehn hon c’halon
Evit beza a dron.
6
Goude poaniou ken bras
Gouzanvet war ar C’halvar,
En deus teurvezet c’hoaz
Chom ganimp war an douar
Jezuz !
Evit maga bemde(z)
Hon c’horf hag hon ene.
5
Holl sent eus an Nenvou
Prestit d’in ho karante(z),
Roit d’in ho kalonou
Evit karout ma Doue,
Jezuz !
A glask diskenn ennon
Dre ar gomunion !
8
Met siouaz ! pa sonjan
Penaos em eus glac’haret
Ar Mignon ar gwella(n)
Hag ar feala pried,
Jezuz !
Gant gwir geuz em c’halon,
E c’houlennan pardon !
9
Nann, nann, ne dlean ket,
M’hen anzav gant karantez,
Goude beza pec’het,
Debri bara an aelez,
Jezuz !
C’houi eo ar santelez
Ha me eur pec’her kaez !
10
Enor da virviken
E Sakramant an Aoter
D’an Doue a ziskenn
Dindan spesou ken dister,
Jezuz !
Ra vo dre-holl meulet
Ha gant an holl karet !