Mont d’an endalc’had

Me a laka ma fizians

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Me a laka ma fians.

A. Prud’homme, 1934  (p. 57-58)



N° XLVIII. — Me a laka ma fizians.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=69
      \key f \major
      \time 6/8
      \partial 8*1
      d8 g4 g8 bes( g) bes | d4( c8) bes4. | c8 d c bes4 a8 \break
      g4.~ g4 d8 | g4 g8 bes( g) bes | d4( c8) bes4. \break
      c8 d c bes4 a8 | g4.~ g4 r8 | a bes c bes4 a8
      g4. fis4. | g8 g g bes( g) bes | a4.~ a4 d,8
      g4 g8 bes( g) bes | d4( c8) bes4. | c8 d c bes4 a8 | g4.~ g4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       Me a la -- ka ma fi -- zians Gwer -- c’hez en ho si --
       kour deut ’ta m’ho ped gant dou -- jans
       d’ar -- gas ma e -- ne -- bour pa vo ma eur di --
       we -- za ra zeuy ho ka -- ran -- tez d’o --
       ber d’in mont d’a -- ze -- za e -- ki -- chen an Ae -- lez.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

1

Me a laka ma fizians
Gwerc’hez en ho sikour
Deut ’ta m’ho ped gant doujans
D’argas ma enebour
Pa vo ma eur diweza
Ra zeuy ho karantez
D’ober d’in mont d’azeza
E-kichen an Aelez.

2

O Mamm leun a drugarez,
O Gwerc’hez vinniget,
Ra bemnoz ha bemdez
Gant ho prec’h skoazellet :
Kinnigit d’ho Mab santel
Pedenn ho pugale,
Ha selaouet ’vint kent pell,
Sur omp a gement-se.

3

Gant c’hoant da greski ar gloar
’Zo dleet d’eoc’h, Gwerc’hez,
M’ho karo war an douar,
'Vel Mamm ha Rouanez ;
Ouspenn e fell d’in, Itron,
Dougen d’hoc’h enori
Kement den ’zo dindano(u)n
Ha ganto ho meuli.

4

Sellit ’ta ouz ma daerou,
O Mamm a vadelez :
Ma frealzit em poaniou
Hag em zristidigez ;
Torrit ma holl chadennou,
Kemerit ma c’halon,
Koulz ha war sent an Nenvou
Renit ivez warno(u)n !