Me a laka ma fians

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 60)


N° 51. — Me a laka ma fians.
War don : Seigneur, Dieu de clémence, N° 51.


1. Me a laka ma fians,
Gwerc’hes, en ho sikour :
Akordet d’in asistans
Eneb hon adversour :
Pa vo ma heur divezan,
Me bed ho karante
Da obteni d’in bezan
Plaset gant en ele.

2. O Mam ieun a drugare,
O Gwenc’hes beniget,
E pep tachen ha bemde,
Gant prez hon zikouret :
Prezantet d’ho Mab Jezus
Peden ho pugale ;
Morse na hell ho revus,
Zur omp a gement-se.

3. C’hoantus da greski ar gloar
Zo dleet d’ac’h, Gwerc’hes,
M’ho karo war an douar,
Vel Mam ha Rouanes ;
Ouspen e fel d’in, Itron,
Dougen d’hoc’h enori
Kement den zo didan-on,
Ha gante ho meuli.

4. Gwelet eta ma daerou,
O Mam a vadeles :
Ma frealzet em foaniou
Hag em zristidigez ;
Toret ma ol chadennou,
Kemeret ma c’halon,
Kouls ha war zent an Envou
Renet ive warnon.