Markis Traonlavane

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Markiz Traonlavane.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 94-108)



MARKIS TRAONLAVANE
________


I


  — Me ’wel duhont Traonlavane,
En he sav en penn he ale ;
En he sav en penn he ale,
Indan-han un abit newe ;

  En he zorn ur boked lavand,
War he viz ur walenn arc’hant ;
War he viz ur walenn arc’hant,
Hi goulenn oût-han am eûs c’hoant. —

  — Jannedig, n’hi goulennet ket,
Rag d’hac’h-c’hui e vezo roët.
— Hep hi goulenn, hi roas d’in,
Bikenn na gredis refuzi.


II


  Traonlavane a lavare,
El leur-newe pa arrue :
— Demad ha joa holl el leur-man,
Jannet ’r Bihan, pa n’hi gwelan ?

  — Eman er c’hostez-all duze,
Krog en he dorn he c’harante.
Traonlavane, ’vel ma klewas,
Er c’hostez-all a em rentas.

  — Ma c’hamarad, d’in-me lâret,
C’hui ’rofe d’in ho tous Jannet ;
C’hui ’rofe d’in ho tous Jannet,
Un daou pe dri gir en sekret ?

  — Oh ! ia, otro, en honestis,
Un daou pe dri gir, ’n ho tivis :
’N han’ Doue n’hi daleet ket,
D’hi c’has d’ar gêr me ’renk monet ;


  Me a zo bet eus hi c’herc’had,
Ar c’hreiz-de-man, en ti he zad,
Am eûs esper, gant gras Doue,
Monet d’hi c’has d’ar gêr arre.

  Traonlavane a lavare
Da Jannet ar Bihan neuze :
— Jannedig, a c’hui dimezfe
Da genta mab ho goulenfe ;

  Hag a ve den a galite,
Perc’henn da bemp mil skoed leve ?
— Na oann ket maget ken iaouank
Ma lavaris inkontinant :

  — Otro ’r markis, ma iskuzet,
N’hoc’h ket ’r c’henta am goulennet ;
Ma vijen êt gant ar c’henta,
Na oann ket da dimi brema ;

  Na eo ket war ar c’hroazhentjo
Eo a ve grêt ann dimizio,
Met en ilis, pe er porchet
Dirag hon Zalwer benniget ;

  Met en ilis, pe er porchet,
Dirag hon Zalwer binniget,
Un toulladig tud da destou,
Hag ur bêlek, mar na ve daou.

  — Tawet, Jannet, na oelet ket,
M’ho kaso d’ar gêr pa garfet.
— N’ deufet ket, otro, ’wit fete,
Gortoët warc’hoas ar beure.


III


  Jannet ar Bihan a lâre
Er gêr d’he zad, pa arrue :
— Me am eûs gret ur bromese,
Ma Doue, garje n’am bije ;

  Me am eûs gret ur bromese
Eus ann otro Traonlavane,
Allas ! a garje n’am bije…
Ma Doue, petra a rinn-me ? —

  Ar Bihan koz, ’vel ma klewas,
Ur fasad d’he verc’h a roas :
— Da betra t’eus-te prometet,
Mar na c’houlennes ket monet ?


  — Ma zadig paour, mar am c’haret,
D’ar markis n’am rofet-c’hui ket ;
N’am roët ket d’ Draonlavane,
Rag lac’het ’ven gant he ligne !

  — Koulz eo d’in-me da roï d’ehan,
Ewit kaout gwalleur diout-han,
’Vel ma ’z eo d’in koll ma buhe,
Ha d’ac’h, Jannedig, marteze ?


IV


  Traonlavane a lavare
Na eus taol he c’hoar pa goanie :
— Bet on en Paris, en Gwened,
En Sant Malo, en Sant Briek ;

  Biskoas na welis fesmeulenn
Ken koant ha Jannet ar Bihan ;
Nann, biskoas na welis hini,
Troët è ma speret gant-hi.

  He c’hoar hena a lavaras
Da Draonlavane, p’hen klewas :
— M’eo troët ho speret gant-hi,
Goulennet hi da dont d’ho ti ;

  Goulennet-hi dont d’ho ti
Ur bloaz pe daou d’ho serviji ;
Ur bloaz pe daou d’ho serviji,
Ha tremen hoc’h amzer gant-hi.

  Traonlavane a respontas
D’he c’hoar hena, ’vel m’hi c’hlewas :
— Ma c’hoar Vari, c’hui ’c’h eûs pec’het,
Drouk-komz ’vel-se eus ar merc’hed ;

  Me n’am eûs nemet un ine,
Mar gallan-me, vô da Doue ;
’Benn ma vô warc’hoas da greis-de,
M’hi graï’ itron ’n Traonlavane !


V


  Traonlavane a lavare
’N ti ’r Bihan koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Jannet ’r Bihan pelec’h ema ?


  Ar Bihan koz a lavaras
Da Draonlavane, p’hen klewas ;
— Na gaketet ket ma merc’hed,
N’e maint ket en sell d’ho kavet.

  — N’è ket kaketal a fell d’in,
Ho merc’h Jannet, d’hi eureuji.
— E-mèdi duze er jardinn,
Hoc’h ober ’r boked louzou-finn ;

  Hoc’h ober ’r boked louzou-finn,
A varjolenn, a durkantinn ;
A varjolenn hag a lavand,
A dere eus ur plac’hig koant.

  Traonlavane ’vel ma klewas,
Bars ar jardinn a em rentas ;
— Demad d’ac’h-c’hui ma c’harante !
— D’ac’h, emezhi, Traonlavane.

  Ar Bihan koz, p’hen eûs klewet,
Bars ar jardinn ’zo em rentet :
— Pep ’vil skoed leve ’n eûs ma merc’hed,
Gant honnes ho pô daou vil skoed.

  ’Nn otro ’r markis a lavaras
D’ar Bihan koz, ’vel m’hen klewas :
— Lest he mado d’he c’hoerezed,
Netra gant-hi n’ c’houlennan ket ;

  Mado ’walc’h ’zo ’n Traonlavane,
Lec’h ma zo pemp mil skoed leve ;
Me ’breno d’hei ’n abit sei-gwenn,
Hi eureujo brema soudenn.


VI


  Traonlavane a lavare
’N ti ar person pa arrue :
— Otro ’r person, d’in-me lâret,
C’hui lârfe offern ann eured ?

  C’hui lârfe offern ann eured
’Wit hon ha ’wit ma dous Jannet ?
’Nn otro ’r person a lavaras
Da Draonlavane p’hen klewas :

  — Oh ! ia sur, emehan, otro,
Brema-soudenn me hi lâro ;
Me ’lâro offern hoc’h eured
’Wit-hoc’h ha ’wit ho tous Jannet.


  Traonlavane a lavare
Da Jannet ’r Bihan en de-se :
— Et da Draonlavane brema,
Goulennet skabel d’azea ;

  Goulennet skabel d’azea,
Ha plac’h ar gambr d’ho tiwiska,
Rag ez hoc’h itron bars ann ti,
’Wit gourc’hemenn da bep-hini.

  Jannet ar Bihan a lâre
En Traonlavane p’arrue :
— Roït d’in skabel d’azea,
Mar ben-me itron en ti-ma.

  Ar vates vihan a lâre
Da Jannet ’r Bihan p’hi c’hlewe :
— Komerret skabel, azeet,
Itron en ti-ma n’ vefet ket ;

  Itron en ti-ma n’ vefet ket,
Met d’ c’hortoz un-all da donet…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Jannet ar Bihan, pa glewas,
’Goueas d’ann douar, a zemplas ;
A zo koueet, a zo zemplet,
Traonlavane ’n eûs hi savet.

  — Tawet, ma fried, n’oelet ket,
Biskoaz den n’ zo diou wez eureujet ;
Biskoaz den n’ zo diou wez eureujet,
’Raok maro he genta pried.

  Dalet, mates, ho paeamant,
Hag et meas ma zi promptamant ;
Penamet ’c’h eûs grêt servij vad,
’M boa ruziet ma c’hleve ’n ho kwad !

  Traonlavane a lavare
Da holl dut he di, en noz-se :
— Et c’hui holl abred da gousket,
M’ arru mann, ma digemenet.

  N’oa ket ter heur d’ann de sonet,
Oa perzier Traonlavane torret ;
Oa perzier Traonlavane torret
Gant ar baron hag he botred.


  ’Nn otro ’r baron a c’houlenne,
En Traonlavane p’antree :
— Demad ha joa holl en ti-man,
Traonlavane, pa n’hen gwelan ?

  — Eman duze en he wele,
Païsantes euz he goste ;
Païsantes euz he goste,
Un dismegans vraz d’he ligne !

  Ar paj bihan, p’hen eûs klewet,
Gant ar vinz d’ann nec’h ’zo pignet :
— Ma mestrig paour, mar hoc’h kousket,
En hano Doue dishunet !

  En hano Doue dishunet
Ho preur ar baron ’zo digwèt ;
Arru ho preur ’r baron ama,
N’eûs gir gant-han met d’ho lac’ha !

  Traonlavane, vel ma klewas,
En kreis ar gambr a zilampas :
— Kuzet aze, ’mehan, itron,
Me ’c’h a da gomz euz ar baron.

  ’Nn otro ’r baron a c’houlenne
Euz Traonlavane, p’arrue :
— Pelec’h eo manet da bried.
N’eo ket deut d’am digomerret ?

  Kent ma ’z inn a Draonlavane,
Me dreuzo dre-z-hi ma c’hleve !
— Komzet-c’hui izelloc’h, baron,
Gant aoun dishunvi ann itron.

  — Demp-ni breman hon daou d’ar sal
Da c’hoari ’r c’hleve en dual.
Da c’hoari ’r c’hleve int bet êt
Traonlavane ’n eûs goneet.

  Er sal vraz en Traonlavane,
Bea eno ’oa un drue :
Dalek ann oaled d’ann treuzo,
’Karge ar goad en ho bouto !

  Traonlevane a lavare
D’he zous Jannet, pa retorne :
— Dek a geront am eûs lac’het,
Ma breur ar baron unnekvet,


  Ma breur ar baron unnekvet,
’Wit rekour ho puhe, m’ fried.
Hen kuza ouzoc’h na dalv ket,
Bet’ ar roue ’vô rèd monet.

  Jannet ar Bihan a lâras
Da Draonlavane, pa glewas :
— Mar et-c’hui beteg ar roue,
En han’ Doue ma ’z inn iwe !

  — N’ ’m eûs ket karonsio ekipet,
Da varc’heges na badfac’h ket :
M’ho kaso d’ di ma c’hoar Jannet,
El lec’h n’ho peo drouk a-bed.

  — M’am c’haset d’ di ho c’hoar Jannet,
Klasket d’in plenkenn ma arched ;
Klasket d’in plenkenn ma arched,
Na vinn ket beo pa retornfet !


VII


  Traonlavane a lavare
’N pales ar roue p’arrue :
— Salut, sir, ha c’hui rouanes,
Setu me deuet d’ho pales.

  Ar roue neuze ’lavaras,
Da Draonlavane, p’hen klewas :
— Petra a waleur a t’eûs grêt,
M’out deut ken iaouank d’hor gwelet ?

  — Dek ma c’heront am eûs lac’het
Ma breur ar baron unnekvet ;
Ma breur ar baron unnekvet,
’Wit rekour buhe ma fried.

  Ar rouanes neuze lâras
Da Draonlavane, p’hen klewas :
— Muia tra ma ’z out bet manket,
Na t’eûs ganid hi digaset ;

  Na t’eûs ganid hi digaset,
En buhe n’hi asgweli ket.
Me ’skrivo did war baper ru
Bale hardis bars en pep-tu ;

  Me ’skrivo did war baper glaz
Bale hardis bars en pep-plaz ;
Me ’skrivo did war baper gwenn
Bale dre-holl uc’hel da benn !



VIII


  Traonlavane a lavare
’N ti he c’hoar Jannet p’arrue :
— Ma c’hoar Jannet, d’in-me lâret
Pelec’h è manet ma fried ?

  Pelec’h è manet ma fried,
Pa n’è deut d’am digomerret ?
— Ho pried a zo desedet,
A-boe dizio tremenet.

  Traonlavare, p’hen eûs klewet,
Da di ’r person ’zo em rentet ;
Da di ’r person eo em rentet,
Hag out-han hen eûs goulennet ;

  — Otro ’r person d’in-me lâret,
c’hui ’c’h eûs interret ma fried ?
— N’ ’m eûs ket interret ho pried,
Na klewet a vije marwet…

  Traonlavane lavare
D’he c’hoar Jannet, pa retorne :
— Pelec’h t’eûs lâket ma fried ?
’R person n’eûs ket hi interret.

  — Eman duze bars ar jardinn,
Plantet e-touez al louzou-finn !
Traonlavane pa ’n eûs klewet,
He gleve dre-z-hi ’n eûs treuzet ;

  He gleve drezhi ’n eûs treuzet,
Ha bars ur bâl ez è kroget ;
Ha bars ur bâl ez è kroget,
’Wit disinterri he bried.

  Ha pa ’n eûs-hi disinterret,
He galon paour a zo rannet.
Laket n’ eûs hi war he varlenn,
Ha marwet è neuze soudenn.

  Emaint ho daou war ar varwskaon,
Doue d’ bardono ann anaon !
Marw int ho daou hag archedet,
Pred d’ vont d’ann douar binniget !


Dastumet en enez Vaz, er bloaz 1854.