Ar C’homt a Goat-Louri
Ar c’homt a Goat-Louri, euz a dreo Kaouennek
’Zo êt d’ bardon Sant-Weltas, da barous Tonkedek,
Ha n’hen doa ken deseign na ken intansion
Met, en finn ar pardon, ober d’ar zôner zôn.
Na pa sav nep affer, nep kerel dre ar vro,
N’eo ket tud a enor kenta ho c’homanso ;
Ma eo daou vagabon, oa etre-z-he affer,
A-boe ul leur-newe, bars en pardon Ploubezr.
Ann hostis a lâre da Borz-Lann : — Et er-meaz,
P’autramant ’vô gwaleur a-benn finn ann dewez ;
Ar c’homt ar Goat-Louri ’zo meurbet koleret,
Otro, êt d’hen kavet, ouzoc’h e sent bepred.
Ann otro a Borz-Lann, evel m’hen eûs klewet,
Prompt e-meaz ar gabarad a zo bet dilammet,
Hag ’n eûs lâret d’ar c’homt, euz a greiz he galon :
— Otro, seset ho koler, koll ’refet ar pardon.
Ar c’homt a Goat-Louri hen eûs bet respontet,
D’ann otro a Borz-Lann, ’vel m’hen eûs bet klewet :
— Em dennet, otro Porz-Lann, em dennet, it a-dre,
P’autramant m’ho treuzo raktal gant ma c’hleve !
Ann otro a Borz-Lann, dre ma oa puisant,
N’eure ket kalz a van ’wit hen klewet ’parlant.
Ar c’homt a em dennas a-dren ur paz pe daou,
Hag o treuzi he gleve indan he vron deou !
Paroasionis Tonkedek, c’hui a zo bet tud lach,
Lest lac’ha ho kabitenn, ha c’hui holl war ar plaz !
Paroasianis Tonkedek allas ! na wient ket
’Vije ho c’habitenn dre drahison lac’het.
He bried, he vugale, p’ho d-eûs klewet ar vrud
Penoz ez oa lac’hed, komun e-touez ann dud,
Penoz ’oa ’r vrud komun da lâret ’oa lac’hed,
E-kichenn ar gerel ez int bet em rentet.
He bried karanteüz, pa d-eûs han bet gwelet,
Da galz a blaso santel e d-eûs han bet gwestlet,
Roï a ra he davanjer d’ann otro sant Weltas.
He fried karanteüz out-hi neuze a gomzas :
— Otro Doue, ma fried, penamet ho pe poan,
’C’houlennan mont de verwel da vaner Tromorvan.
Kregi ’rejont en-han ewit hen kas d’ar gêr,
Hag ’fatikas gant-he ebars ale ar per.
Pewar c’horf ar gwela a barous Tonkedek
War bouez serviedenno ho d-eûs han bet douget ;
War bouez serviedenno ho d-eûs han bet douget
Da vaner Tromorvan, p’hen defoa goulennet.
P’oa diwisket he dillad, hag êt en he wele,
He bried karanteüz ’d-eûs bet lâret neuze :
— Ma ’c’h a brema da Roazon, ’wit ober ur reket,
’Wit revanch ma fried a renkan da gavet !
— Chommet er gêr, ma fried, ha lest ho rebecho,
Justis ’reï he dever, goude ma vinn maro ;
Mar et brema da Roazon, birwikenn n’am gwelfet,
Met ma c’horf en ur bez, en bered Tonkedek !
Ann otro a Borz-Lann, karanteüs meurbed,
’C’houlenn he vugale holl da dont d’hen gwelet,
Hag etal he wele pa ’z int bet arruet,
Gant karantez out-hè er giz-man ’n eûs komzet :
— C’hui, ’me-z-han, mab hena, c’hui a zo ar c’hosa,
’Lakan da gabitenn ebars ma flaz brema,
’Lakan da gabitenn en parous Tonkedek,
Beet sonj anezhe, n’ho abandonet ket.
C’hui, ma mab etre-hena, c’hui a zo studiet,
Poursuët a wir galon ewit bea bêlek ;
Ho pet sonj a-c’hanon ’n hoc’h holl sakrifiso,
Me am bô sonj anoc’h bars ma holl bedenno.
C’hui, ’me-z-han, ma mab bihan, c’hui ’zo iaouank meurbed,
’Bedan d’ chomm gant ho mamm, ha gant ho c’hoerzed ;
’Bedan d’ chomm gant ho mamm, ha gant ho c’hoerzed,
Ha bet soign anezhe, n’ho abandonet ket !
Arsa ’ta ! ma fried, adieu d’ac’h e laran,
Breman ’eo rèd merwel, deut eo m’ heur diwezan ;
Pardon ’ta, ma Doue, pardon, Gwerc’hes Vari,
Bezet sonj ac’hanon war-benn ma ’z inn d’o ti !
Kanet gant Garandel, leshanvet kompagnon-dall.
Plouaret, 1844.