Gwillaouig Kalvez
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Gwilhaouig Kalvez.
Gwillaouig Kalvez ’n eûs lâret
Mont da bardona gant merc’hed,
Da santes Anna, d’ar Folgoat,
Ha d’ sant Selvestr, a galon vad.
Hag hen eûs grêt peder lew dro
Gant aoun ann Doujet ’zo er vro ;
Koulz ’oa dehan n’ dije ket grêt,
’Nn Doujet ’n eûs hen diarbennet.
’Nn otro ann Doujet a lâre
D’he balfrinier, en de-se :
— Me ’wel ’tont peder flac’h aze,
Breman am bô ar c’hoaz an-hè.
— Tolt-pled n’ho pe hini an-hè,
Gwillaou ar C’halvez ’zo gant-hè ;
Gwillaouig Kalvez, potr ar vâz,
’Wit daou na tri n’ ra ket a gaz.
Otro ann Doujet a lâre
Da Willaou Kalvez, eno neuze :
— Gwillaou Kalvez, d’in-me lâret
Pe nez kar d’ac’h ’eo ar merc’hed ?
— Unan an-hê ’zo ma fried,
Ha diou-all ’zo ma c’hoarezed ;
Eben ’zo merc’h d’am amezek,
Rôt d’in en karg d’evesaët.
Otro ann Doujet a lâre
Da Willaou Kalvez p’hen klewe ;
— Ro d’in-me merc’h da amezek.
Me ’leusko ganid da bried.
— Koulz marc’had ho pô ma fried
Hag ho pô merc’h ma amezek,
Rag c’hui n’ho pô hini an-hê,
Pe ’kollinn aman ma buhe.
Otro ann Doujet ’c’houlenne
Euz Gwiliaouig Kalvez neuze :
— Gwillaouig Kalvez, d’in lâret.
Gant pez armo e c’hoariet ?
— Ma eo gant un tamm skeltrenn gwenn
’Zo ganen indan ma chupenn ;
’Zo ganen indan ma chupenn,
’Zo he hano ar geuneudenn.
Otro ’nn Doujet p’hen eûs klewet.
’N he c’huitel arc’hant ’zo kroget ;
’N he c’huitel arc’hant e krogas,
Ter c’huitelladenn a leuskas :
Ter c’huitelladenn a leuskas,
Tric’houec’h den-jentil em gavas ;
Tric’houech den-jentil em gavet,
D’ lemel digant-han he verc’hed.
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
’N plenenn ’r Folgoat nep a vije,
O welet naontek kleve noaz
Dic’houinet eneb ur penn-bâz ;
Gwillaouig Kalvez ’c’hoari out-bê,
Gant he verc’hed euz he goste ;
Gant he verc’hed euz he goste,
Hag ho zape lec’h ma kare. [1]
kriz ’vije ’r galon na oelje
’N plenenn ’r Folgoat nep a vije,
’Welet gwad ’nn dut-jentil o skuilla
Gant bâz ur plouezad ho lac’ha.
Merc’hed Gwillaouig a oele,
Na gavent den ho c’honsolje ;
Na gavent den ho c’honsolje,
Met Gwillaouig, hennes a ree.
— Tawet, merc’hed na oelet ket,
Me ’iel’ bet’ ar roue, mar be rèd ;
Me ’iel’ bet’ ar roue, mar be rèd,
Da diskuill’ ann otro Doujet.
Gwillaouig Kalvez ’c’houlenne
Er gêr a Roazon p’arrue :
— Demad ha joa bars ar gêr-man,
Pelec’h eman ’r prison aman ?
Pelec’h eman ’r prison aman
Ma iel’ Gwillaou Kalvez en-han ?
Hag ar jolieres a lâras
Da Willaou Kalvez, pa glewas :
— Gwillaouig kalvez, n’ ret ket goap,
Prison ’walc’h ’zo ’wit ho lakâd ;
Tric’houec’h archer ’zo bet kaset
Ewit donet d’ho komerret.
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
En kêr Roazon nep a vije,
’Welet gwad ’nn archerienn o skuilla,
Gwillaou Kalvez euz ho lac’ha.
Merc’hed Gwillaou Kalvez ’oele,
Na gavent den ho c’honsolje ;
Na gavent den ho c’honsolje,
Met Gwillaou Kalvez, hennes ’ree :
— Tawet, merc’hed, na oelet ket,
Bet’ ar roue ’vô rèd monet ;
Me iel’ bet’ ar roue, mar be rèd,
Da diskuill’ ann aotro ’nn Doujet :
Gwillaouig Kalvez a lâre,
En pales ar roue p’arrue :
— Demad roue ha rouanes,
Me ’zo deut iaouank d’ho pales.
— Na pez torfed a t-eûs-te grêt,
M’ out deut ken iaouank d’am gwelet ?
— Torfed a-walc’h am eûs-me grêt,
Ann aotro ’nn Doujet ’m eûs lac’het,
Ha tric’houec’h he gamaraded,
O tifenn out-hè ma merc’hed,
Ha tric’houec’h archer, o tonet,
’Oa digaset d’am c’homerret.
— Gwillaouig Kalvez, d’in lâret,
Pe nez kar d’ac’h ’oa ar merc’hed ?
— Unan an-hè eo ma fried,
Ha diou-all ’zo ma c’hoerezed :
Eben ’zo merc’h d’am amezek,
Rôt en karg d’in d’evesaët.
— Gwillaou Kalvez, d’in-me lâret,
Gant pez armo e c’hoariet ?
— M’eo gant un tammig skeltrenn gwenn,
’Zo aman indan ma chupenn ;
’Zo aman indan ma chupenn,
’Zo he hano ar geuneudenn.
— Gwillaou Kalvez, d’in-me lâret,
C’hui ’c’hoarife euz ma soudarded ?
— Digaset hanter-kant er pors an-hè,
Na pan forz ’wit c’hoari out-hè.
Kriz ’vije ’r galon na oelje
En pors ar roue, en de-se,
’Welet hanter-kant kleve noaz
Dic’houinet eneb ur penn-bâz ;
Gwillaou Kalvez ’c’hoari out-hè
Gant he verc’hed eûz he goste ;
Gant he verc’hed eûz he goste,
Hag ho zapoud ’lec’h ma kare.
Kriz ’vije ’r galon na oelje
En pors ar roue, en de-se,
’Welet gwad ’r soudarded o skuilla,
Gwillaou Kalvez euz ho lac’ha.
Ar roue Louis a lâre
Da Willaouig Kalvez, neuze :
— Gwillaouig, leusket-int brema,
Me hec’h a raktal da skriva ;
Me ’skrivo did war baper ru
Bale hardis bars en peb-tu ;
Me ’skrivo did war baper glaz
Bale hardis bars en peb-plaz.
Kanet gant ar c’hemener bihan,
en bourk Plouaret, 1863.
- ↑ Variante : Pa save he vâz uz d’ho fenn,
Ho diskare holl, ’vel kelienn.