Ar Rannoed

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask
Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 88-92)



AR RANNOED
________


I


  Marc’harit Charlès plac’h ann hent-braz,
’Deûz maget ar volerienn vraz ;
E deûz maget potred Ranno,
Gwasa volerienn ’zo er vro.

  Marc’harit Charlès a lâre
D’Ervoanig Ranno, un dez ’oe :
— Ur c’had ’zo ’vont gant ann hent meur,
A dalv ar boan monet d’he c’heul ;

  ’Zo diarok daou varc’h sammet,
A dalv bepred pewar mil skoed !
Ervoanig Ranno, pa glewas,
’N he vazig-pennek a grogas ;

  ’N he vazig-pennek ’eo kroget,
A-dreuz ar parko ’eo redet ;
A-dreuz ar parko ’eo redet,
Ar marc’hadour hen eûs tapet.

  Ar marc’hadour hen eûs tapet,
War ar c’hlazenn ’oa azeet :
— Marc’hadour, lâres-te d’in-me,
Petra a c’hortoës aze ?

  — Me ’zo c’hortoz ma breur hena,
Chommet ’n Lok-Mikêl da eva.
— Ma eo en Lok-Mikêl chommet,
’Wit dre ’n hent-ma na deuio ket,

  Rag hen a vô disaliet
Gant ann aoun rag ar Rannoëd ;
Gant aoun rag potred ar Ranno,
Gwasa volerienn ’zo er vro.

  Ervoanig Ranno a lâre
D’ar marc’hadour paour, en de-se :
— Ro d’in da aour ha da arc’hant
Pe m’es lac’ho soubitamant !


  Ar marc’hadour paour a lâre
Da Ervoanig Ranno, neuze ;
— Setu daou varc’h sammet aze,
Kaset ganac’h ar c’hoaz an-hê ;

  Kaset ganac’h ar choaz an-hê,
Ha lest egile ganin-me ;
Ha lest egile ganin-me,
Da vewa groeg ha bugale.

  Ervoan Ranno, ’vel ma klewas,
’N he vazig-pennek a grogas ;
’N he vazig-pennek ’eo kroget,
Ur vac’had d’ehan ’n eûs roët ;

  ’N eûs roët d’ehan ur vac’had,
Hag hen eûs beuet en he wad ;
Ha bars he wad ’n eûs-han beuet ;
Tud war ann tol ’zo arruet.

  Tud war ann tol ’zo arruet,
Kerninon hag he soudarded.
Ervoan Ranno a lavare
Er gêr d’he vamm pa arrue :

  Ur marc’hadour am eûs lac’het
Ha me garje n’am bije ket,
Tud war ann tol 'zo arruet,
Kerninon hag he soudarded.


II


  ’N otro Kerninon a lâre
’N toull dor Ervoan Ranno p’arrue :
— Ervoan, digor d’in-me da zor,
N’as bô na mez na disenor.

  — Na emedi ma groeg en poan
A ur mab pe ur verc’h vihan ;
Ma vije fuzuil ganen-me,
Otro, m’ho kasje al lec’h-se !

  ’N otro Kerninon, pa glewas,
Ann nor dirazhan a dorras ;
Ann nor dirazhan ’n eûs torret,
En kolier Ervoan eo kroget :

  — A-beurz ar roue, den muntrer,
’Tolan ma dorn war da golier ;
A-beurz ar roue jeneral,
Me ’dol ma dorn warnout, kriminal !


  Ervoan Ranno a lavare
D’ann otro Kerninon neuze :
— M’am bije gwinn ruz, pe gwinn-ardant,
Otrone, m’ho rentje kontant ;

  Met na vefet ket pell en poan,
Me ielo d’ vouit da Voenezan [1].
— N’ c’houlomp na gwinn ruz, na gwinn-gwenn,
Met da gorf, Ervoan, d’hen erenn…


Kanet gant Jannet Ar Gall, mates
en Kerarborn, — 1848.


__________
  1. Goenesan doit être une erreur de la chanteuse, car cette commune est auprès de Bégard, à six ou sept lieues de Saint-Michel-en-Grève ; c’est sans doute, une altération du nom de quelque localité voisine de la Lieue-de-Grève.