Mont d’an endalc’had

Mari ’vo bepred Mamm ar Vretoned

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari vo bepret Mam ar Vretonet.

A. Prud’homme, 1934  (p. 66-67)



N° LVI. — Breiz-Izel da Vari.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=96
      \key d \major
      \override Rest #'style = #'classical
      \partial 8*2
      d8^\markup {\italic Diskan} e fis4 fis fis e8 d | fis4 fis fis a8 d
      cis4 b a g8 fis | e4 e e\fermata d8 e | fis4 fis g8([ fis]) e[ d]
      fis4 a d\fermata d8 d | cis([ a]) a([ cis]) e4 e \break
      d2. r4 \bar "||" a fis d' fis, | a2 g4 r \break
      g fis e d | fis2( e4) r | a fis d' cis \break
      b2 e4. r8 | d4 cis b cis | a2. \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       Ma -- ri vo be -- pret Mamm ar Vre -- to -- ned tud a
       ga -- lon vad ha pen -- nou ka -- let Ma -- ri war hon bro be -- pred
       a re -- no ’keit ha vo mor tro -- war --
       dro. ’Da -- leg an oad ken -- ta
       ar bu -- gel e Breiz A zoug a -- no
       Ma -- ri skri -- vet en e greiz.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

Diskan.
    Mari vo bepret Mamm ar Vretoned
    Tud a galon vad ha pennou kalet
    Mari war hon bro bepred a reno
    ’keit ha vo mor tro-war-dro.

  1. ’Daleg an oad kenta ar bugel e Breiz
    A zoug ano Mari skrivet en e greiz.

  2. Stank en e yaouankiz, stank en e gozni,
    pign sonj e galon betek tron Mari.

  3. Nag a di da Vari e Breiz a ouestler !
    Nag a dud daoulinet dirak hec’h Aoter !

  4. Nag a gan da Vari e Breiz a glever,
    E kêr ha war ar maez, ’dal ma selaouer.

  5. He Mamm ’zo Patronez a hell ’zo warnomp,
    He fried Sant Jozeb, holl a servijomp.

  6. Bep ma varv eur c’hristen war douar Arvor,
    E klever eus an Nenv digeri an nor.

  7. ’tre Breiz hag an Nenvou ez eo berr an hent,
    Gant sikour ar Vamm vat a garomp kement.

  8. Me ’wel en-dro d’ezi, ’leiz ar Baradoz,
    Breiziz Koz hon Tadou ’zo ouz hon gortoz.