Mont d’an endalc’had

Mari vo bepret Mam ar Vretonet

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari ’vo bepred Mamm ar Vretoned.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 69)



N° 59. — Breiz-Izel da Vari.
War don : Nous venons encor, N° 59.


Diskan.
Mari vo bepret Mam ar Vretonet,
Tud a galon vad ha pennou kalet,
Mari war hon bro Bepret a reno,
Keit ha ma vo mor tro-war-dro !

1. Daleg an oad kentan ar bugel e Breiz
A doug hano Mari skrivet en e greiz.

2. Stank en e iaouankis, stank en e gosni,
E pign zonj e galon bete tron Mari.

3. Nag a di da Vari e Breiz a weler,
Dre-ol tud daoulinet dirak hec’h oter !

4. Nag a gân da Vari e Breiz a glever,
E kèr ha war ar mèz, dal ma chilaouer !

5. He mam zo Patrones a belzo warnomp,
He fried zant Josep ol a zervijomp.

6. Bep ma varv eur c’hristen e douar Arvor
E klever en Envou an or o tigor.

7. Tre Breiz hag an Envou ema bèr an hent,
Gant zikour ar Vam vad a garomp kement.

8. Me wel endro dezi, leiz ar Barados,
Hon tadou Bretonet, pere hon gortos.

K. G.