Mamm Doue, Rouanez Breiz-Izel,
Selaouit eus an Neñv diskan ar Vretoned
Koulz hag hon tadou-koz ni vo betek mervel
Da Jezuz da Vari bepred
Koulz hag hon tadou-koz ni vo betek mervel
Da Jezuz da Vari bepred
Da Jezuz da Vari bepred.
Gant hon tud-koz ’dal ma oe savet
Eun aoter d’hon Salver Jezuz
En e c’hichen e veze kavet
Aoter e Vamm drugarezus.
Pa gavent re bounner ar vuhez,
Diganti e klaskent sikour,
Diganti e c’houlennent truez
En o foaniou, en o labour.
Pa sone drant kloc’h he fardoniou,
Bras ha bihan, ’leiz an hentou,
E teredent eus an holl gêriou,
’n eur gana he meuleudiou.
Pa sone trist o eur diweza(n),
O daouarn stardet ouz ar Groaz,
A galon kent kuitaat ar bed-man,
E c’halvent Mari eur wech c’hoaz.
Breman ganti dirak tron Jezuz,
Emaint bodet er Baradoz :
Ganti d’hon tro ni a vo eürus
Mar heuliomp roudou hon tud-koz.