Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari, pa ’z oc’h Mam Breiz-Izel.
N° LVIII. — Da Vari evit ar Vretoned divroet.
- Mari pa’z oc’h Mamm Breiz-Izel
Ni ho ped da deurel eur sell
War meur a Vreton divroet
Ha ganimp-ni n’ho pedont ket.
- An delienn c’hlas, eur wech distag
Diouz ar wezenn he doug, he mag,
Kaer he deus nijal ha bale,
Er poull a vreino hep dale.
- Evel-se kalz a Vretoned.
Pell diouz ar gêr pa ’z int tec’het
A wenv a gorf hag a galon
Hep Doue na relijion.
- Kalz a zismantr ’hed an hentou
Pinvidigez o eneou.
War zigarez gounit arc’hant
A freg sae wenn o badeziant.
- Gounit arc’hant, koll ar wir Feiz,
Eürusted ar vuhez, e Breiz,
Dispriza ha bro ha kerent,
Ankounaat an Anaon, ar Sent,
- Darn en arme, darn all war vor
A zifenn o bro gant enor,
Hag a chom hep ober brezel
D’an diaoul ha d’ar pec’hed marvel.
- Kasit d’o gwelout, o Gwerc’hez,
Unan bennak eus hoc’h Aelez,
Unan eus ar re ’zo breman
Ganimp o kana d’eoc’h aman.
- Hoc’h Ael d’ezo a lavaro,
Eus ho perz, eus perz tud o bro,
Daoulina bep beure ha noz,
’vel ma raent en o farroz.
- Hoc’h Ael d’ezo a lavaro,
Sonjal en o c’herent, ’n o bro,
Klevout bep sul an oferenn,
Ha tostaat ouz ar Binijenn !
- Faea an holl dud dizoue,
Hag anzav Jezuz o Roue :
Neb en deus mez eus e gredenn
Ne deo na Breizad na kristen !
- Dont ivez dalc’hmat ha bemdez
D’en em domma ouzoc’h, Gwerc’hez,
Ha distrei alies a spered
Betek Santez Anna Wened.
- Bep bloaz e teu ar wennili
D’ober he neiz er nemes ti :
Hag hec’h evned a vo savet
E-lec’h ma ’z eo bet hi maget.
- Degasit an holl Vretoned,
Micherourien ha soudarded,
Mari, o degasit d’ar gêr
E-lec’h ma chome o zud ker.
- Ma vint gant o zud eürus,
Ha ma varvint e peuc’h Jezuz
Ma vo c’hoaz o c’horf douaret
E-tal bez o mamm, er vered.
|