Mari mamm an esperans
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari, Mam an esperans.
Diskan.
Mari Mamm an Esperans ho pet truez ouz Breiz, |
Mari n’ankounait ket,
O deus bet a-bell ’zo,
Hon eskibien d’eoc’h gouestlet,
Hag o fobl hag o bro.
Ar gouestl ’zo graet a-nevez
Gant hon Bro, Mamm dener,
Mamm oc’h d’imp e gwirionez,
D’eoc’h omp bugale ger.
A spont, a dristidigez,
Hon c’halon ’zo karget,
C’houi ’zegaso en hon touez
Fizians ha joausted.
Pa gomzit, mor hag avel
A sioula holl a-grenn ;
Eus an oabl e skarzit pell
Ar glao hag ar goabrenn.
Grit ma tavo. an avel
A c’houez er c’halonou,
Ha ma welimp o sevel
Sklaerder d’ar sperejou.
’Tre ho taouarn bepred sur
E lakaomp hon bag,
Dalc’hit hoc’h unan ar stur,
En Nenv ken na vo stag.
Pell-pell diouzimp Satan
Gant e holl vevelien,
A glask lakaat an tan
’Touez ho servijerien.
Dousoc’h get n’eo d’ar bleunioa
Ar c’hlizenn e miz Mae
’Vo d’imp ho madoberou,
O Mamm a garantez.