Mari, Mam an esperans

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari mamm an esperans.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 74)



N° 63. — Mari, Mam an Esperans.
War don : Mère de l’Espérance, N° 63.


Diskan.
Mari, Mam an Esperans, Mam dous ha mad meurbet,
Ho pet true deuz hon Frans, Evidomp ol pedet,
Mari, Mam an Esperans, Mam dous ha mad meurbet,
Ho pet true deuz hon Frans, Evidomp ol pedet.

1. O Mari n’ankouaet ket
En deuz bet a belzo,
Eur prins a Frans d’ac’h goestlet
Hag e bobl hag e vro.

2. Ar goestl zo gret a neve
Gant ar Frans, Mam dener,
Mam oc’h d’imp e gwirione,
D’ac’h omp bugale ger.

3. A spont, a dristidiges,
Hon c’halon zo karget,
C’houi digaso en hon toues
Fians ha joaüstet.

4. Mor hag avel, pa gomzet,
A dav, a deu zioul,
Hag eus an oabl e skarzet
Ar glao hag ar c’houmoul.

5. Gret ma tavo an avel
A c’houez er c’halonou,
Ha ma welimp o sevel
Sklerder d’ar sperejou.

6. Tre ho taouarn bepret zur
E lakomp ol hon bag,
Dalc’het hoc’h unan ar stur,
En Env ken na vo stag.

7. Pel ouzimp skubet Satan
Gant e ol vevelien
Zo o klask lakat an tan
Toues ho servijerien.

8. Dousoc’h vit n’eo d’ar bleuniou
Ar gliz euz a viz Mê
Vo d’imp ho madoberiou,
O Mam a garante !