Mont d’an endalc’had

Meulomp hon Salver da veza roet

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout C’houi o Gwerc’hes, leun a c’hras.

A. Prud’homme, 1934  (p. 65-66)



N° LV. — Ar Vamm vinniget.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=92
      \key g \major
      \time 2/4
      g'8.^\markup {\italic Diskan} a16 b8. a16 | b2 | d8. g,16 g8. a16 \break
      g2 | a8. a16 a8. b16 | a2 | e8. g16 fis8. e16
      d2 | g8. a16 b8. a16 | b4 d8. c16 | b4 a \break
      g2 \bar "||" b8.( c16) b8. a16 | g4 fis8 g | \time 3/4 a4( b4.) r8
      \time 2/4 b8.( c16) b8 a | g4 fis8 g | \time 3/4 a4( b4.) r8 \break
      \time 2/4 b8. a16 b8( c) | d4. b8 | \time 3/4 b8( a) a4. r8
      \time 2/4 b8. a16 b8( c) | d4. b8 | \time 3/4 b8( a) g4. r8 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       Meu -- lomp hon Sal -- ver da ve -- za ro --
       et d’an dud e -- vit Mamm e Vamm vi -- ni --
       get d’an dud e -- vit Mamm e Vamm vi -- ni --
       get C’houi o Gwer -- c’hes leun a c’hras
       A zo di -- bec’h a vis -- koaz
       ar re all holl ’vez ga -- net
       ’ba -- oe A -- dam er pe -- c’hed.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

Diskan

Meulomp hon Salver da veza roet
D’an dud evit Mamm e Vamm viniget
D’an dud evit Mamm e Vamm viniget


1

C’houi o Gwerc’hes leun a c’hras
A zo dibec’h a viskoaz
Ar re all holl ’vez ganet
’baoe Adam er pec’hed.

2

Abred d’an Templ voec’h kaset
Evit pellaat diouz ar bed :
Kuzet eno, hoc’h ene,
War gaeraat bemdez yae

3

Eus ar gwragez n’eus hini
A vefe bet koulz ha c’houi.
Setu perak ho Krouer
Evit e Vamm ho kemer.

4

E Nazared, dianav,
C’houi gant Jezuz en em gav :
War ar C’halvar ez oc’h c’hoaz
En e gichen, ’harz ar Groaz.

5

C’houi ’zo breman Rouanez
War ar bed holl ha mestrez :
Dre ho taouarn ar grasou
A ziskenn eus an Nenvou.

6

Mamm galloudus dreist an holl,
Mirit ouzimp d’en em goll :
Boazet oc’h da zont a-benn
Da flastra d’an diaoul e benn

7

’Hed hon beaj, o Mamm vat !
Roit d’imp ho tourn dalc’hmat
Ar bugelig hep e vamm
Da bep kammed en deus lamm