Mamm an Itron Varia

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mam an Itron-Varia.

A. Prud’homme, 1934  (p. 90-91)



EN ENOR DA SANTEZ ANNA
————


N° LXXV. — Mamm an Itron Varia.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=69
      \key g \major
      \time 6/8
      \partial 8*1
      b'8^\markup {\italic Diskan} b4 a8 b4 c8 | d4. d4 c8 \break
      b( c) d d( c) b | \stemUp a4.~ a4 b8 | g4( g8) a g a
      b4. b4 g8 | a( b) c b( a) b | g4.~ g4 d8 \bar "||" \break
      g4 g8 a( g) a | b4. b4 g8 | a( b) c b( a) b \break
      g4.~ g4 d8 | g4 g8 a( g) a | b4. b4 g8 \break
      a( b) c b( a) b | g4.~ g4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Mamm an I -- tron Va -- ri -- a ha
      Mamm ar Vre -- to -- ned, O I -- tron San -- tez
      An -- na, ni ho ka -- ro be -- pred. A --
      vis -- koaz ’deus bet tri -- det ho ka -- ran -- tez ’n_hon
      c’hreiz_; a -- bell ’zo oc’h bet an -- vet da
      Ba -- tro -- nez d’hon Breiz
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

Diskan

Mamm an Itron Varia
Ha Mamm ar Vretoned,
O Itron Santez Anna,
Ni ho karo bepred.

1

A-viskoaz ’deus bet tridet
Ho karantez ’n hon c’hreiz ;
A-bell ’zo oc’h bet anvet
Da Batronez d’hon Breiz

2

’Vel hon tud-kpz Bretoned
Hon fizians ar vrasa
Ennoc’h ’lakaomp bepred,
Itron Santez Anna,

3

Sellit, e-tal ar c’havell,
Ar vamm-se daoulinet ;
Pedi ’ra ’vit he bugel
Santez Anna Wened.

4

Ar c’hlanvour gant an derzienn
Dalc’het war e wele,
D’eoc’h en deus graet eur bedenn,
Ha setu hen pare.

5

War ar maez e Breiz-Izel
Pa glasker diskuiza,
Ouz an Nenvou graet eur sell,
E kroger da gana :

6

Selaouit war ar menez
Ar mesaer o kana :
Ho meuli a ra ivez,
Itron Santez Anna.

7

Ar soudard kaez er brezel
A bed Santez Anna,
Ha pa vezo ret mervel
E teuy c’hoaz da gana :

8

Ar mor ’zo dichadennet,
He fedit, martolod,
Ha Santez Anna Wened
’Gaso ho lestr d’an aod.

9

War eur mor leun a reier
’Omp siouaz er bed-man
Diwallit hon bag dister,
Itron Santez Anna(n)

10

Bugale geiz da Eva
Ni a glask hon gwir vro ;
O Itron Sahtez Anna,
D’an Nenv c’houi hon reno.


40 devez « induljans »
(Levr Bugale Mari)