N° LXXIV. — Aelig Doue (War don XIX).
Diskan.
Ma diwallit, aelig Doue
Mirit ma c’horf ha ma ene (bis).
- Diskouezit d’in e peb amzer
Bolonte santel ma Salver (bis).
- Ma mirit diouz an, drouk-spered
Ha dreist pep tra diouz pep pec’hed (bis).
- Lakit evez na vin tromplet
Dre fallagriezou ar bed (bis).
- Hag em c’hichen chomit ato
Dreist-holl pa zeuio ar maro (bis).
- Reit d’in neuze kalz a zaerou
Da ouela ma holl fec’hejou (bis).
- Evit ma c’hallin da Zoue
E stad vat renta ma ene (bis).
|