Mont d’an endalc’had

Mam an Itron-Varia

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mamm an Itron Varia.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 88)



EN ENOR DA ZANTES ANNA
————
N° 76. — Mam an Itron-Varia.
War don : N° 76.


Diskan.
Mam an Itron Varia
Ha Mam ar Vretonet,
O Itron zantes Anna,
Ni ho karo bepret.

1. Hanvet oc’h bet a belzo
Patrones Breiz-Izel,
Hag a viskoaz en hon bro
D’ac’h ez omp bet fidel.

2. Vel hon zud koz bretonet,
Hon fians ar vrasa
Enoc’h a lakomp bepret,
Itron zantes Anna.

3. Zellet e-tal eur c’havel
Ar vam-ze daoulinet :
Pedi ra vit he bugel
Zantes Anna-Wenet.

4. Ar c’hlanvour, gant ar derzien
Dalc’het war e wele,
D’ac’hen deuz gret eur beden.
Hag a zo deut pare.

5. War ar mez e Breiz Izel
Pa c’hoanter diskuizan,
Ouz an Env e rer eur zel
O tont ol na ganan :

6. Selaouet war ar mene
Ar mesaer o kana :
Ho meuli a ra ive,
Itron zantes Anna.

7. Ar zoudard kez er brezel
A bed zantes Anna ;
Ha pa vezo red mervel
E tei c’hoaz da gana :

8. Setu ar mor o kreza...
Daoulinet, martolod,
Da bedi zantes Anna :
Hi ho kaso d’an od.

9. War eur mor leûn a rec’hier
Omp ziouas ! er bed-ma !
Diouallet hon bag dister,
Itron zantes Anna !

10. Bugale gez da Eva
Ni a glask hon gwir vro :
O Itron zantes Anna,
D’an Env c’houi hon reno

(40 de induljans a beurz an O Eskob. Z.-Briek.) Tennet euz Levr Bugale Mari.